Kolize : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
an anv e yezh ar vro a vremañ
Linenn 1:
[[Restr:Colosseum in Rome, Italy - April 2007.jpg|thumb|upright=2|Ur sell war ar C'holize diouzh noz]]
Ar '''C'holize''' <ref>[[Geriadur Vallée]] (1980) p. 131-b.</ref>(''Amphitheatrum Flavium'', <q>kelc'hva Flavius</q>, '''Colosseum''' e [[latin]], '''Colosseo''' en italianeg) zo ur c'helc'hva e kreiz [[Roma]], [[Italia]], e reter ar [[Forom Roman]]. Bez' eo ar c'helc'hva brasañ a zo bet savet biskoazh.<br>
Kroget e oa bet ar sevel e-kerzh ren an impalaer [[Vespasianus]] e [[72]] hag echuet e [[80]] dindan ren e hêr, [[Titus (impalaer)|Titus]]. Kemmoù a voe degaset goude-se e-kerzh ren [[Domitianus]] ([[81]]–[[96]]). An tri impalaer-se graet [[Tierniezh Flavian]] anezho, a roas o anv da gelc'hva Flavius.
 
Er C'holize e oa tu da zegemer etre 50&nbsp;000 ha 80&nbsp;000 arvester, gant ur geidenn a 65&nbsp;000. Implijet e oa al lec'h evit abadennoù gladiatourien, emgannoù war-vor (e-pad un amzer verr dre ma voe leuniet ar foz gant mekanikoù evit obererezhioù dudi all), chaseoù loened, lazhadegoù, adsevel emgannoù brudet, ha c'hoariva diazezet war ar vitologiezh klasel. N'eo nemet e penn-kentañ ar Gennamzer ma voe paouezet da implij ar savadur evit an dudi. Adimplijet e oe goude-se evel lec'h lojañ, lec'h labour, karterioù relijiel ha bered katolik.
 
== Skeudennoù ==
<gallery mode="packed" heights="250px">