Tank : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Holland Leopard 2A6.jpg|thumb|250px|Un tank [[Leopard 2]], en arme alaman.]]
Un '''tank''', pe karr-hobregon, a zo ur c'harbed milourel hobregonet gant ur [[Kanol (arm)|c'hanol]]. Savet int evit ar stourm en talbenn gant un tan kreñv, un hobregon tev, hag ur c'heflusker nerzhus evit geleltgellet fiñval bliv en emgann.
[[Restr:Mark I series tank.jpg|thumb|Ar c'hentañ tank implijet en emgann, an tank Mark I saoz (poltrijet e 1916) gant an touellaozadur Solomon]]
An tankoù kentañ a voe implijet e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] gant lu ar [[Rouantelezh-Unanet]] e [[Flers (Somme)|Flers]] ([[Bro-C'hall]]) d'ar [[15 Gwengolo|15 a viz Gwengolo]] [[1916]]. Mennet e oa pennoù uhel al lu saoz da dreuziñ ar fozioù difenn alaman. An tankoù a-vremañ a rank gellet fiñval buan hag a zo dafaret gant armoù lies, ur c'hanol tev en un douribel a c'hell treiñ, gant [[mindrailherez|mindrailherezioù]] hag armoù all. Kemmesk int etre ur c'harbed hobregonet kreñv (evit gwareziñ ar vourzhidi), ur c'harbed harp-tan evit an troadegiezh, un enep-tan d'ar c'hanolierezh. Dre bezañ raouiet e-serr implij rodoù e vez tu d'an tankoù fiñval war tachennoù lies dreist-holl reoù diaes evel reoù boulilhennek pe traez. An tu a zo dezho aes da dizhout lec'hioù strategiel war an dachenn emgann. An tankoù a c'hell bezañ hollbouezus e meur a zoare en emgann, kement en argadennoù gant sikour o tan kreñv pe evit an difenn dre o hobregon tev. Ne ra forzh ar roll a vez roet dezho, ar fed ma c'hellont fiñval aes a sikour kalz a sikour kalz a-fed kadoniezh brezel. Pa oant erruet war an dachenn emgann o devoa degaset ur marevezh nevez er brezel, anvet ar brezel hobregonet.