Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 175:
==Filmlennadur==
Salud dit ! Lakaat a ran kemm etre "levrlennadur" ha "levrioù". En ur pennad diwar-benn ur skrivagner e rafen gant ar ger "levrioù" evit menegiñ an oberennoù savet gantañ, ha gant "levrlennadur(ezh)" evit menegiñ al labourioù diwar e benn (da skouer er pennadoù [[Youenn Drezen]], [[Tangi Malmanche]] pe [[Maodez Glanndour]]). Er memes doare, en ur pennad diwar-benn ur filmaozer, e kavan sklaer ober gant "filmoù" evit ober anv eus ar... filmoù savet gantañ. Ar ger "filmlennadur", ma reer gantañ, daoust ma ne "lenner" ket filmoù, ne gavan ket gwall sklaer evit ar roll eus e oberennoù. Gouzout a ran e reer e galleg gant ar ger "filmographie", hag heñvel e saozneg. Met pa welan penaos eo displeget ar ger [[:en:Filmography|''filmography'']] er Wikipedia saoznek (''A filmography is a list of films...''), e kav din n'eo ket fall ober gant ur ger ken eeun ha "filmoù". A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 27 Meu 2019 da 07:53 (UTC)
 
==Tec'hout==
Salud dit ! ''Tec'h'', ''tec'hout'', ''tec'het'' a zistager hag a skriver hep '''R''' ebet a-raok ar ''c'h''. A galon, --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 28 Mae 2019 da 11:24 (UTC)