Republik Firenze : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: n F → n F (5) using AWB
D corr using AWB
Linenn 17:
D'ar [[16 a viz Mae]] 1527 e krogas an trede gouarnamant republikan, goude ar pennad bec'h bras a oa bet etre ar pab [[Klemañs VII]] hag an [[impalaer santel]] [[Karl V]], ken ec'h eas ar soudarded alaman da lakaat Roma en [[arigrap Roma|arigrap]] e [[1527]].
 
Neuze e kredas pobl Firenze e oa erru ar poent da gas an tiegezh Medici kuit eus ar vro, ha da adsevel ar Republik. Sevel a reas ar gouarnamant nevez a-du gant ar C'hallaoued en o brezel a-enep [[ Kevre Cognac]]. Siwazh da dud Firenze e voe trec'het an armeoù gall e [[Seziz Naplez (1528)]] hag en [[ emgann Landriano]] en 1529, ma rankas ar roue gall [[Frañsez Iañ]] sinañ [[peoc'h Cambrai]] gant an impalaer.
 
Pan eas ar pab ha [[Republik Venezia]] da sinañ ar peoc'h ivez gant an impalaer en em gavas Firenze gwall hec'h-unan. Ha setu Karl V, evit plijout d'ar pab Medici, da c'hourc'hemenn d'e arme da gemer Firenze, da adlakaat ur Medici e penn, unan eus kerentiezh ar pab eta. <br />