Marc'harid Aostria (1522-1586) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a I → a I (6), , → , using AWB
D corr using AWB
Linenn 15:
Goulennet e voe dorn an intañvez yaouank gant ar pab [[Paol III]], en [[1538]], evit e vab-bihan [[Ottavio Farnese]], mab da [[Pier Luigi Farnese]], dug pennhêr [[Castro]]. Marc'harid avat, seitek vloaz dezhi, bet dugez [[Firenze]], he dije bet c'hoantaet un dimeziñ gwell eget an Ottavio naontek vloaz-se, ha ne oa netra nemet mab un dug disterig. Karantez outañ n'he devoa ket, goude ma ne baoueze ket ar pab da verniañ enorioù, kargoù, ha madoù war divskoaz e vab-bihan. Plegañ avat a rankas-hi ober, met gwisket en du eo ez eas d'en em ginnig da Roma, evit diskouez hec'h enebiezh en un doare splann.
 
D'ar [[4 a viz Du ]] e voe graet an eured er [[Chapel Sistina]] dirak ar pab. Paol III a boanias da lakaat reiñ dezhi madoù he c'hentañ pried e Roma, a felle d'an Tiegezh Medici mirout. Ne voe ket evurus buhez an daou bried. Ne oa ket Ottavio un den tener, na paotr a gompren. Ha Marc'harid a glaske chom hep seveniñ hec'h eured ha ne oa ket troet gant ar baotred, pezh a lakae an teodoù da vont en-dro. Gwelloc'h e kave lez Medici Firenze.
 
Hervez ar c'heleier kaset da Garl V e seblante ar pab hag he zad-kaer frealziñ anezhi e-keit ma veze Ottavio o c'hoari an diaoul hag e bevar evel ne zeree ket ouzh mab-bihan ur pab.