Linchañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a D → a D (6), , → , (2) using AWB
D corr using AWB
Linenn 17:
Eus [[1882]] da [[1951]] ez eus bet kontet 4700 a dud (ken gwazed, ken maouezi, ken bugale) - dre vras un den ar sizhun e-pad 80 vloaz - lazhet en doare-se en anv ul lezenn nann-skrivet. <br />Eus ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1930 e oa morianed dreist-holl a veze linched: 2400 a dud du evit 300 a dud wenn, hagan darn vuiañ anezho e stadoù kreisteiz SUA. <ref>[http://legal-dictionary.thefreedictionary.com/Lige+Daniels Pennad diwar-benn al linchañ er Stadoù Unanet] (pennad e saozneg)</ref>. Alies e veze trawalc'h d'ur morian « bezañ dizouj ouzh dreistelezh ar ouenn wenn » : un tamm tabut, kunujennoù, un testeni a-enep un den gwenn, a c'halle kas un den d'ar groug.
<br />
E 1946 e voe muntret daou goublad morianed, Roger ha Dorothy Malcolm, war un dro gant George ha Mae Murray Dorsey, e [[Monroe (Georgia)|Monroe]], ur gêr a zo 70 km er gevred da [[Atlanta]], kêr-benn [[Georgia ]]. Tennet e voent e-maez o c'hirri gant un 30 den, staget ouzh ar gwez, lazhet gant tennadoù, ha taolet o c'horfoù er strouezh. War-lerc'h an darvoud-se e komzas fraezh ar prezidant [[Harry S. Truman]] a-enep al lincherezh, ha seul greñvoc'h a se ma oa bet unan eus ar wazed o vrezeliñ en Eil brezel-bed, ha ma oa dougerez Dorothy Malcolm. Kaset e voe an [[FBI]] war al lec'h, met den ne gomzas, an [[omerta]] a oa o ren. Ne voe ket kavet ar vuntrerien gant ar justis<ref>Hiziv emañ diskennidi an dud linchet en ur c'hevredad a c'houlenn digoll ouzh gouarnamant ar vro.</ref>.
 
=== Thomas Shipp hag Abram Smith ===