Janed II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: a B → a B (11) using AWB
D corr using AWB
Linenn 16:
E [[1322]] e varvas hec'h eontr [[Fulup V (Bro-C'hall)]], a oa war un dro Fulup II Navarra, ha roet e voe ar gurunenn d'e vreur all, eontr all dezhi eta, hag a voe anvet [[Carlos Iañ Navarra]] ha [[Charlez IV Bro-C'hall]]. Pa varvas hennezh c'hwec'h vloaz goude, d'ar [[1añ a viz C'hwevrer]] 1328, e voe ret klask ur roue all.
 
En Navarra neuze e voe kavet tro da zistagañ ar vro diouzh [[Bro-C'hall]]. En miz Meurzh 1328 e voe bodet uhelidi Navarra en [[Puente la Reina]] : gant an dud bodet e voe diskaret gouarnour ar roue gall Carlos, Pedro Ramón de Rabastens, anvet daou rejant, Juan Corbarán de Leet ha Juan Martínez de Medrano, ha divizet gervel Janed da zont da ren da Navarra gant he fried . Roet e voe kurunenn Navarra da Janed e 1328
Goude dont d'ober he le evel Rouanez Navarra e tistroas da vro-C'hall ha ne voe ket gwelet er vro ken. Chom a reas rouanez koulskoude goude marv he fried ha dre lizher e heulie darvoudoù he rouantelezh. Chom a reas rouanez betek he marv e 1349.<br />