Ksenofon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: t G → t G (3) using AWB
D corr using AWB
Linenn 4:
An [[Anabasis]] ( Ἀνάβασις e gregach) eo e oberenn bouezusañ, seizh levrenn anezhi, savet war-dro [[-370]].
 
Ganet e oa en Erchia en [[Attika]]. Mab e oa d'un den pinvidik anvet Gryllos. Arvar zo war bloaz e c'hanedigezh : war-dro -430 ma oa paotr yaouank e deroù an Anabasis ; met bloazioù all zo kinniget gant istorourien zo : -426, dre ma oa an oad izelañ evit kemer perzh en dro-vreze [[ Lesbos]], en -428/-427 hervez an istorourez Claude Mossé.
 
Daremprediñ a reas ar sofourien, en o zouez Prodikos e [[Tebai]].
Linenn 11:
Diskibl e voe da [[Sokrates]], ha kemer notennoù a rae. Hervez [[Diogenes Laertios]] e oa roudoù eus ar [[berrskrivadur]] war-dro -430, hiriv e kred an istorourien e oa Ksenofon unan eus an ijinerien anezhañ, pa notenne kelennadurezh Sokrates hervez un doare-skrivañ fonnus e gregach.
 
Enebet e oa ouzh adsavidigezh an demokratelezh goude tiranterezh [[Tregont Mac'homer Aten]]. E-touez diskibien Sokrates n'en em gleve ket gant [[Aristippos]], na gant [[Platon]]. Hervez Fotios e voe diskibl d'ar prezeger [[Isokrates]].
 
Hervez [[Strabon]] ha [[Diogenes Laertios]] e vije bet Ksenofon en [[emgann Delion]], ma voe saveteet e vuhez gant Sokrates, pa oa kouezhet diwar e varc'h : kement-se ne c'hall ket bezañ pa ouzer e voe ganet Ksenofon e -430 pe -426, hag e oa emgann Delion e [[-424]]; ne vefe nemet ur vojenn ganet diwar abadenn savete [[Alkibiades]] en [[emgann Potidaia]] gant Sokrates.
Linenn 27:
==Oberennoù==
* Ἀπολογία Σωκράτους πρὸς τοὺς Δικαστάς / Apologia Sokrates
* Ἀνάβασις / [[Anabasis]]
 
[[Rummad:Istorourien Henc'hres]]