Sifr Vigenère : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: r a → r a (4), , → , (2) using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Vigenere.jpg|right|thumbnail|Anv zo eus ''Sifr Vigenère'', diwar anv [[Blaise de Vigenère]] .]]
'''Sifr Vigenère''', diwar anv [[Blaise de Vigenère]], zo un doare da rinegañ pe enkriptañ ur skrid, da lâret eo kuzhat e ster en ur gemmañ al lizherennoù anezhañ. Diazezet eo war [[Sifr Kaezar]]. <br />
Gant Sifr  Kaezar e vez eilpennet al lizherennoù en ur zilec'hiañ anezho atav hervez ar memes doare. E o tont da vezañ H da skwerskouer, ha F o tont da vezañ I. Gant sifr Vigenère avat e cheñch renk an dilec'hiañ en ur heuliañ ur ger-kuzh.
An hentenn-se a oa bet deskrivet evit ar wech kentañ gant [[Giovan Battista Bellaso]] en e levr La cifra del. Sig. Giovan Battista Bellaso bet embannet e 1553. Un nebeut bloavezhioù goude e oa ijinet ur sistem heñvel gant Blaise de Vigenère ha dezhañ e o bet roet tadelezh an hentenn-mañ dre fazi en XIXvet kantved. Alese an anv Sifr Vigenère a zo chomet betek an deiz hiziv.
Brudet eo an doare rinegañ mañ dre ma'z eo aes da gompren ha da implijout. Soñjet oa bet e-pad ur mare e oa dibosupl da derriñ met daoust ma'z eo kalz diaesoc'h da derriñ eget sifr Kaezar ez eo posupl hen ober.
Linenn 8:
 
 
[[Restr:Confederate cipher disk.png|right|thumb|Ur skwerennskouerenn eus pladenn rinegañ Arme ar C'hreisteiz e brezel diabarzh ar stadoù Unanet evel ma z eo diskouezet en National Cryptologic Museum]]
Ar wech kentañ e oa displeget sklaer penaos ober gant ur sistem enkriptañ lieslizherenneg e oa bet gant Leo Battista Alberti war dro 1467. 26 lizherenneg a c'hell bezañ implijet evel se en ur gregiñ gant ul lizherenn disheñvel pep tro. Ober a rae gant pladennoù metal evit tremen eus an eil lizherenneg d'eben. Sistem Alberti a cheñche lizherenneg goude bezañ rineget un nebeut gerioù ha merket e oa ar cheñchamantoù se er skrid enkriptet gant lizherenn gentañ al lizherenneg da implijout. Diwezhatoc'h e 1508 e oa bet ijinet an Tabula recta (Taolenn reizh) gant Johannes Trithemius e 1508, en e levr Poligraphia. Gantañ e oa deut benveg pennañ sifr Vigenère. Met aes e oa divinout pegoulz e tremene diouzh an eil lizherenneg d'eben. Sifr Trithemius eo anvet.
Sifr Vigenère a oa bet deskrivet evit ar wech kentañ gant Giovan Battista Bellaso en e levr La cifra del. Sig. Giovan Battista Bellaso bet embannet e 1553. Savet e oa e hentenn diwar Tabula Recta Trithemius met ijinet e oa bet gantañ ober gant ur ger-kuzh, un alc'houez evit tremen eus an eil lizherenneg d'eben, goude pep lizherenn.
Linenn 21:
 
Karrez Vigenère pe taolenn Vigenère, pe an Tabula recta evel ma reer diouti c'hoazh, a c'hell bezañ implijet evit enkriptañ pe digriptañ ar skrid.
Gant Sifr Kaezar e vez diblaset al lizherennoù atav diouzh ar memes niver a lizherennoù. E vije H da skwerskouer, ha F a vije I, Y a vije A hag all... Gant sifr Vigenère eo ret cheñch niver al lizherennoù diblaset evit pep lizherenn.
Evit rinegañ ar skrid e reer gant un daolenn, Karrez Vigenère. Warni eo skrivet al lizherenneg 26 gwech met o kregiñ gant ul lizherenn disheñvel pep tro, o n em zilec'hiañ war zu an tu kleiz. Evit pep lizherenn eus ar skrid enkriptet e implijer ul lizherenneg disheñvel tennet diouzh unan eus renkadoù an daolenn. Dibabet e vez al lizherenneg hervez ur ger-kuzh dibabet en a-raok.
Kemeromp ur skwerskouer.
Evit rinegañ