Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 154:
==Istor==
===Un tremen d'an diktatourelezh d'ur Stad demokrateloc'h : spioù bras Katalonia===
Pa voe marvet [[Francisco Franco|Franco]] e 1975 e savas un darn mat eus kevredigezh Katalonia a-enep an diktatouriezh, asambles gant kevredigezh Spagn a-bezh. Komañs a reas neuze ur marc'hata etre an nerzhioù demokrat ha nerzhioù ar frankouriezh evit demokratekaat ar Stad. Adsavet e voe ar Generalitat e 1977 ha distreiñ a reas he Frezidant kozh [[Josep Tarradellas]] en he fenn. Kadarnaet e voe distro emrenerezh Katalonia gant [[Bonreizh Spagn 1978]] a voe votet kalz eviti gant ar Gatalaned (hag ar Spagnoled all) ha [[Statud Emrenerezh Katalonia 1979]]. [[Jordi Pujol]] a voe dilennet da Brezidant ar Generalitat en dilennadegoù kentañ a chom a reas e post betek [[2003]], e penn ur c'hevredad anvet [[Convergència i Unió]] (CiU), eus an tu-kreiz dehouour ha broadelour katalan. Dioren a reas emsavadurioù ar vro, ar polis ([[Mossos d'Esquadra]] krouet e 1983), ar skinwel ([[Televisió de Catalunya]] ha chadenn TV3 e 1983 ivez). Dont a reas da gumuniezh emren dinamikañ e-keñver an ekonomiezh e [[Spagn]] er bloavezhioù 1980 ha 1990 betek hiziv. [[Barcelona]] a voe kadarneet he ferzh a gêrbenn sevenadurel, ekonomiezh e mor Kreizdourarel, e Katalonia hag e Spagn, o tegas ur bern touristed hag o tegemer ar C'hoarioù Olimpek e 1992.
 
===Referendom===