Faraon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: → (2) using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Istor ar ger: kempenn, replaced: XVIII{{vet}} → {{XVIIIvet}} using AWB
Linenn 13:
Ar ger ''faraon'' a zeu eus ur c'henstrollad gerioù treuzskrivet '''''pr-`3''''', hag a veze implijet e frazennoù brasoc'h hepken evel ''smr pr-`3'' 'Courtier eus an Ti Bras', o komz evel se eus savadurioù al lez pe eus ar palez e-unan, sellet outo evel sez ar renerezh hag ar melestradur.<ref>''Ancient Egyptian Grammar'' (3e embannadur), A. Gardiner (1957-) 71-76</ref> Adalek an [[XIIvet tierniezh Henegipt|XIIvet tierniezh]] e anadas ar ger en orezon 'Ti Bras, [[Ankh wedja seneb|Ra vevo, prolth]]' oc'h ober dave d'ar savadurioù ha d'ar gallout hepken avat ha n'eo ket d'an den.
 
Ar c'hentañ skouer ma oa implijet ''pr-`3'' evit komz eus ar roue a gaver en ul lizher da [[Amenhotep IV]] (Akhenaten) e kreiz an [[XVIIIvet tierniezh Henegipt|XVIII{{vetXVIIIvet}} tierniezh]] ([[-1550|1550|1550]]-[[-1292|1292]] kent J.-K.) zo kaset da 'Faraon, ''holl [[Ankh wedja seneb|vuhez, finbortez, ha yec'hed!]]'<ref>''Papiruz [[hieratek]] eus Kahun ha Gurob'', F. LL. Griffith, 38, 17. Sellet ivez ouzh ''Temples of Armant'', R. Mond and O. Myers (1940), pl.93, 5 evit ur skouer a c'hallfe bezañ deiziataet eus ren [[Thoutmose III]].</ref>. Adalek an [[XIXvet tierniezh Henegipt|XIXvet tierniezh]], ''pr-`3'' e-unan a oa implijet kel lies a wezh ha ''hm.f'' 'Ho Meurdez'.
 
Tremenet eur eta eus ur ger a ra dave d'ur savadur ha da greizenn ar galloud d'un anv a vez graet eus ar roue, e-pad an [[XXIIvet tierniezh Henegipt|XXIIvet tierniezh]] hag an [[XXIIIvet tierniezh Henegipt|XXIIIvet tierniezh]] peurgetket. D'ar c'houlz-se, ar ger [[henegipteg]] a vije bet distaget '''*{{IPA|par-ʕoʔ}}''' zo bet amprestet e [[henc'hresianeg]] dindan ar furm φαραώ ''pharaō'' ha goude e [[Latin]] dindan ar furm ''pharaō''. Diouzh an hini diwezhañ pe diouzh ar galleg e teu ar ger brezhoneg. Gant an amzer *{{IPA|par-ʕoʔ}} a zeuas da vezañ ''prro'' e [[kopteg]] ha goude ''rro'' (pa oa kemeret ''p-'' evit ar ger mell resis rakstaget "ar" deu diwar an henegipteg ''p3'').