Reun ar Glev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: XIX{{vet}} → {{XIXvet}} using AWB
Linenn 3:
Ganet e oa bet e [[Lokournan]] e [[1922]] ha marvet e oa e [[Brest]] d'ar [[7 a viz Here]] [[2008]] da c'hwec'h vloaz ha pevar-ugent <ref>https://abp.bzh/disparition-de-ronan-ar-glev-rene-le-gleau-12436</ref>. Ar brezhoneg e oa e yezh kentañ, yezh e dud, met meur a yezh all en deus studiet goude, peogwir eo bet o kelenn galleg, latin, gresianeg ha brezhoneg. Tapout a reas ar c'h-CAPES war al lizhiri klasel ha dont da vezañ kelenner eil derez e [[Normandi]] da gentañ hag e Brest adalek [[1966]] betek [[1987]] pa'z eas war e leve. Ouzhpenn bezañ kelenner lizhiri klasel e voe ivez unan eus ar re a gelennas brezhoneg en eil derez e Brest.
 
War-lerc'h an [[Eil brezel-bed]] e voe unan eus ar re a yae da werzhañ levrioù brezhonek war ar marc'hadoù e [[Bro-Leon]], evit ar gevredigezh [[Breuriezh Al Levrioù Brezhonek]] (BALB). Goude-se e stagas da vat gant studiadennoù war geriaoueg hor yezh ha war hec'h ereadur. Ur marc'h-labour e oa ha dont a reas da vezañ unan eus ar gwellañ arbennigourien war ar brezhoneg. Kenlabourat a reas gant [[Strollad An Deskadurezh Eil Derez]] (SADED) er bloavezhioù tri-ugent, da sevel kentelioù yezhadur. E [[1973]] e voe embannet gantañ e ''Syntaxe du breton moderne''. Er bloavezhioù dek ha pevar-ugent e voe embannet gantañ ''Études syntaxiques bretonnes'', adembannet e [[1999]] ha [[2000]]. E oberenn anavezetañ eo e c'heriadur e dek levrenn anvet ''[[Dictionnaire classique français-breton]]'', ma kaver miliadoù a skouerioù tennet eus skridoù brezhonek an XIX{{vetXIXvet}} hag an {{XXvet kantved}} da ziskouez penaos implij ar gerioù.
 
==Oberennoù==