Pierre Waldeck-Rousseau : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouadur ar pagenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 19 Gen 2020 da 19:45

Pierre Waldeck-Rousseau oa ganet e Naoned d'an 2 a viz Kerzu 1846 ha marvet e Corbeil-Essonnes d'an 10 a viz Eost 1904.

Mont a reas da alvokad a aferioù e Roazhon ha goude-se e Paris e-lec'h ma oa brudet evit e vreutadennoù.

Da heul e dad René ez eas tre er vodadenn vroadel e 1879 ha sezañ a reas e-touez isili an Unaniezh republican. Waldeck-Rousseau oa unan eus an dileuridi a bouez ar republikaned habasc, ministr gant Gambetta ha goude-se gant Jules Ferry er bloavezhioù 1880.

Brudet eo an den-a-Stad-se, bet Prezident Kusul an IIIde Republik etre 1899 ha 1902, evit bezañ sikouret lakaat ar sindikadoù el lezenn, gant al lezenn Waldeck-Rousseau eus an 21 a viz Meurzh 1884, hag ivez evit al lezenn eus 1901 war ar c'hevredigezhioù.