Dispac'h Gall : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 107:
Ar roue a zo sabatuet gant kavadenn an armel houarn hag ar paperioù arvarus. Klask a ra en em zifenn met ne teu ket a-benn, a-bell, d'en em zistripañ ken anat eo e vefe kablus. Ar prosez e-unan n'eo ket ar pouezusañ, memes ma z'eo anat eo kablus. Ar pep pouzusañ a vo implij ar c'hastiz evel arm poltiikel. Marat a zo deuet a-benn da rediañ ar C'hoñvasion e vefe votet « marv an tiran » dre ur galv dre anv hag a vouezh uhel eus an deputeed dirak lagad ar boblañs. Ar rouelazh a vefe a-benn neuze un doare da brouiñ ma vezer republikan leal pe get.
 
D'ar 15 a viz Genver, goude an tabutoù lies, ar roue a zo lakaet da gablus gant 693 mouezh a-enep 13. d'ar 17 a viz Genver ez eo kondaonet d'ar marv met gant nebeut mouezhioù ouzhpenn evit 387 hag a-enep 334. [[Philippe-Égalité]], dug d'Orléans ha kenderv ar roue, a vot ar marv. Kregiñ a ra ar stourm etre ar re Orleanist hag ar re reizhek hag a gendalc'ho ar c'hantved goude. Ar goursez hag ar galv d'ar bobl goulennet gant ar girondins a zo nac'het d'an 20 a viz Genver. Loeiz XVI a zo dibennet d'an [[21 a viz Genver]] [[1793]] war [[Place de la Révolution|Plasenn ar Reveulzi]]. Lazhadenn ar roue a entan ul lod eus ar bobl met a saouzan ul lodenn all paneveken kounnariñ anezo. Roueed al Europa a zo saouzanet: un dañjer groñs eo deuet da vezañ Bro-C'hall evit peurrest Rouantelezhioù Europa. Disklêriadur brezel ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1793, a zo stumamdur ar [[Kentañ Kengevreadur|c'hentañ C'hengevread]] galloudoù Europa a-enep Bro-C'hall dispac'hel.
 
== Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 – 9 a viz Du 1799) ==