T-shirt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 54 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q131151
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Wikipedia-T-shirt.jpg|thumb|T-shirt da vrudañ [[Wikipedia]]]]
Un '''tee-shirt''' pe '''T-shirt''' zo ur ger [[saoznek]] (''ticheurt'' a-wechoù e brezhoneg, <u>''rochedig'' e brezhoneg mat</u><sup>''Soñj personel''</sup>) a vez graet eus ur seurt [[roched]], [[milgin]]où berr dezhi, fardet gant [[kotoñs]] pe [[poliester]]. Pa oa bet ijinet e veze implijet evel ur pezh [[dilhad-dindan]], hiziv an deiz avat e vez gwisket evel ur roched. Peurliesañ e tiskouez ez eo dinec’h an neb a wisk anezhañ, dreist-holl e-pad an hañv. Gwisket e vez dre ar penn rak gwevn eo kerc’henn an t-shirt.
 
Peurliesañ e tiskenn an t-shirt betek an [[kroazell|divgroazell]]. E-pad ur pennad eo bet diouzh ar c’hiz gwiskañ t-shirtoù ledan-tre. A-wechoù e vez gwisket t-shirtoù berr ha tost ouzh ar c’horf gant ar [[maouez]]ed, diskouez a reont neuze o c’hof hag o [[begel]].
 
T-shirtoù milginoù hir a gaver ivez ha re all gant ur c’habell. Disheñvel eo an t-shirt, dre ar stumm hag an danvez anezhañ, diouzh ar [[sweat-shirt]] a zo tevoc’h ha ledanoc’h .