Philippe Pétain : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Pétain - Portrait photographique 1941.jpg|thumb|Pétain foto ofisiel e 1941]]
 
'''Philippe Pétain''' (e anv klok a oa ''Henri Philippe Bénoni Omer Pétain)'', bet ganet d'ar [[24 a viz Ebrel]] [[1856]] e [[Cauchy-à-la-Tour]] ([[Pas-de-Calais]]) ha marvet d'an 23 a viz Gouere 1951 e [[Port-Joinville]], en [[Enez-Euz]], a zo ur [[soudard]], [[diplomat]], [[politikour]], ha [[den Stad]] [[Bro-C'hall|gall]].
 
Abalamour d'e berzh a-bouez e-doug ar [[Kentañ Brezel-bed|c'hentañ Brezel-bed]], Pétain a vez diskouezet peurliesañ evel « ''trec'her [[emgann Verdun]]'' » ha, gant [[Georges Clemenceau]], evel artizan adsavadur startijenn an armeoù goude [[taolioù-dispac'h 1917]]. Anvet e oa penngomandant an armeoù gall betek diwezh ar brezel. Graet e oa [[marichal Bro-C'hall]] e miz Du 1918.
 
Dont a reas Pétain da vezañ [[Akademiezh c'hall|akademiad]] e 1929 hag e-pad ur pred berr e oa ministr eus ar brezel, eus miz C'hwevrer da viz Du 1934, ha goude kannad Bro-C'hall e [[Bro-Spagn]] (1939). Galvet d'ar gouarnamant e [[1940]], da vare trec'h an Alamanted, e teuas da vezañ [[prezidant ar c'huzul]] e-lec'h [[Paul Reynaud]]. Enebiñ a reas ouzh kendalc'h ar brezel abalamour ma soñje e oa kollet. Gervel a reas, adalek an 17 a viz Even, da baouez gant an emgann ha da sinañ [[arsav-brezel an 22 a viz Mezheven 1940]] gant [[Trede Reich|Alamagn]] [[Adolf Hitler]]. Resev a reas an holl c'halloudoù d'an 10 a viz Gouere 1940 ha kemer a reas antronoz an titl a