Tuniz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Kempenn hag astenn
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:PanoramiqueTunis2010.jpg|vignette|300px|Gwel war El Menzah, Ennasr ha lenn Tuniz.|alt=Photo d'El Menzah et Ennasr.]]
'''Tuniz''' ('''تونس''', ''Tūnis'' en [[arabeg]], ''Tunes'' e [[tamazigh]]) eo kêr-benn [[Tunizia]] hag ar gêr vrasañ er vro-se. 638 845 a dud a zo o chom enni hervez niveradeg 2014, hag ouzhpenn 2 643 000 e "Tuniz Veur", ar meurgêr hag en em zispleg war peder [[gournelezh]], da lâret eo 14% eus poblañs ar vro. Aze emañ kalon buhez armerzhel, kenwerzhel, politikel, melesdraturel ha sevenadurel ar vro.
 
E norzh ar vro emañ ar gêr, e foñs pleg-mor Tuniz disrannet anezhi dioutañ gant ul [[loc'h]] anvet ''Lenn Tuniz''. Enskrivet eo ar Medina, ar c'harter kozh, war [[Glad bedel]] an [[Unesco]].
== Istor ==
Un dra anavezet eo e oa diouzh Tuniz e deroù ar IVvet kantved araok JK. Ur gêriadenn ne oa ken tra ma oa [[Kartada]] ur gêr c'halloudus, ha goude-se [[Kairouan]] ha [[Medhia]]. E 1159 e voe lakaet da gêr-benn gant an [[Almohaded]] avat, ar pezh a voe kadarnaet gant [[TiernezhTierniezh an Asfided]] e 1228, ha pa voe Tunizia dizalc'h eus Bro-C'hall e 1956.
=== Ar gwarezveli c'hall ===
Desezet e voe [[Gwarezveli]] Bro-C'hall war ar vro e [[1881]]. En em zisplegañ a reas ar gêr fonnus rak e teuas annezidi nevez ha e voe graet labourioù bras a bep seurt : dour, gaz naturel, tredan, treuzdougen foran, aveadurioù sokial. Lakaet e voe e pleustr un armerzh trevannel. Kalz Bretoned a zivroas eno.