Ar Brezoneg er Skol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Klokaat
Linenn 405:
*[[Treouergad]] (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
*[[Triagad]] (etre ar 1añ a viz Ebrel 1936 hag ar 1añ a viz Mae 1938)
 
== Degemer ar c'houlzad ==
Dizingal e vo berzh ar c'houlzad hervez al lec'h, diouzh ar genestenn lec'hel ha, sur a-walc'h ivez, diouzh ma oa emsaverien war an dachenn evit mont da c'houlenn digant kuzulioù-kêr kumun pe gumun votiñ ar mennad. E Leon, Kreiz Breizh-Izel, Treger hag Arvor Kerne-Izel e reas berzh al luskad. E bro an Oriant ivez E lec'h all nebeutoc'h. Daoust ma ne oa ket bet soñjet evit bezañ votet gant kumunioù eus Briezh-Uhel, meur a hini a zivizas votiñ mennad ''Ar brezoneg er skol.'' E Breizh-Uhel e voe votet gant kumunioù a-hed ar vevenn yezh alies pe e lec'hioù divrezhonekaet a-nevesoc'h, evel e bro Wenrann. Bro Sant-Brieg ha bro-Redon a roas un degemer c'hwek d'ar c'houlzad ivez ha meur a gumun a votas ar mennad enno.
 
Da notiñ zo ne voe votet mennad ''ar brezoneg er skol'' gant kêr vras ebet nemet gant kêr Gemper, ur gêr a zo bet a-viskoazh digoroc'h d'ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh eget hor c'hêrioù bras all. Votet e voe gant Kemper hec'h-unan met ivez gant kumunioù Kerfeunteun ha Penharz a voe staget ouzh Kemper e 1960. Kumun an Erge-Vihan, staget ouzh Kemper e 1960 ivez, a chomas hep votiñ ar mennad avat.
 
Er c'hêrioù bras e oa eus ar goulenn evit kelenn ar brezhoneg ur c'hraf politikeloc'h eget war ar maez. Naoned, Sant-Nazer ha Roazhon, kêrioù enno kalz a vrezhonegerien a chomas hep votiñ. Maered Roazhon d'ar mare-se, [[Jean Lemaistre]] ha [[François Château]] a oa ezel eus ar [[Strollad Radikal an Tu-kleiz|Strollad radikal]]. E Sant-Nazer e oa [[François Blancho]], bet maer etre 1925 ha 1941, a oa ivez kuzulier-departamant evit an SFIO a oa e penn. Evit ar pezh a sell ouzh Naoned e oa [[Léopold Cassegrain]] hag [[Auguste Pageot]] a oa e penn, eus ar strolladoù Radikal hag eus an SFIO ivez. Herverk eo ivez, evel-just ne voe ket votet ar mennad gant maered Brest ([[Victor Le Gorgeu]] bet maer etre 1929 ha 1941) hag an Oriant ([[Jules Legrand]] (radikal) hag [[Emmanuel Svob]] (SFIO)). Ma ne voe ket votet gant kêr Vrest, kumunioù Sant-Mark ha Kerbêr-Kilbignon, bev-mat ar brezhoneg enno d'ar mare-hont c'hoazh en reas. Lambezelleg avat a reas evel Brest hag a chomas hep votiñ. Gwened, en he fenn [[Maurice Marchais]], a reas evel ar c'hêrioù bras all hag a chomas hep votiñ.
 
== Mammennoù ==