Sveden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Skañvaat ha difaziañ al liammoù
Linenn 102:
== Douaroniezh ==
[[Restr:Sweden.jpg|thumb|Kartenn Sveden]]
Un [[hinad kerreizh]] a ren e Sveden, dre vras, nemet en hanternoz pellañ e ren un hinad isarktikel. Er c’hreisteiz e kaver [[gwez]] dezho [[deil|delioù]] dibad hag en hanternoz [[avalpineg]]ed evel ar [[pruñs]] ha gwez-[[bezv]]. En hanternoz da [[Kelc'h Arktika|gelc’h pennahel Arktika]] ned a ket an heol da guzh e-pad ul lodenn eus an [[hañv]] ha gwelout a reer [[heol hanternoz]] ; e-pad ar [[goañv]], er c’hontrol, e vez noz e-pad meur a sizhun pa chom kuzh an heol e-pad ur pennad hir pe hiroc’h diouzh al [[ledred]]. Er c’hornôg ez eus un [[aradennad venezioù]] a ra an harzoù etre Sveden ha [[Norvegia]]. Er mervent, eus tu [[Mor an Hanternoz]], e vez klouaroc’h an amzer abalamour ma erru levezon ar [[Gulf Stream]] betek eno. En enep eo yenoc’h aodoù ar reter, eus tu ar [[Mor Baltel]] ha skornet e vez an dour a-wechoù e-pad ar goañv.
Er c’hornôg ez eus un [[aradennad venezioù]] a ra an harzoù etre Sveden ha [[Norvegia]].
Er mervent, eus tu [[Mor an Hanternoz]], e vez klouaroc’h an amzer abalamour ma erru [[levezon]] ar [[Gulf Stream]] betek eno. En enep eo yenoc’h aodoù ar reter, eus tu ar [[Mor Baltel]] ha [[skorn]]et e vez an dour a-wechoù e-pad ar goañv.
 
[[Stockholm]] eo ar [[kêr-benn|gêr-benn]]. E-touez ar [[kêr|c’hêrioù]] bras all e c’heller menegiñ [[Göteborg]] (brasañ [[porzh (bagoù)|porzh]] ar vro), [[Malmö]] hag [[Uppsala]] (a zo brudet he [[skol-veur]]).
 
[[Gotland]] hag [[Öland]] eo an div [[enez]]enn vrasañ e-touez [[inizi Sveden]].
 
=== Kêrioù pennañ ===
Linenn 162 ⟶ 160:
E [[1389]], [[Norvegia]], [[Danmark]] ha Sveden a voe unanet dindan ur roue hepken, en [[Unvaniezh Kalmar]]. E-pad ar [[XVvet kantved]] e stourmas Svediz a-enep ar c’hreizennañ dindan aotrouniezh ar roue danat. Goude meur a vrezel e voe kuitaet Unaniezh Kalmar gant Sveden, e [[1521]], pa embannas Gustav Eriksson Vasa, anavezetoc’h dindan an anv [[Gustav Iañ Vasa|Gustav I{{añ}} a Sveden]], e oa distag Sveden adarre.
 
Ober a reer''Tad ar Vro'' eus Gustav I{{añ}}. Dindan e ren e voe degemeret an [[Disivoud protestant]] gant Sveden ha dilezet ar [[Katoligiezh|Gatoligiezh]]. Sevel a reas ur parlamant (ar ''[[Riksdag]]''), a oa ennañ dileuridi eus ar vourc’hizien.
 
[[Restr:Gustav_Vasa.jpg|thumb|left|[[Gustav Iañ Vasa]]]]
Linenn 177 ⟶ 175:
 
== Yezhoù ==
Ha pa ne vefe yezh ofisiel ebet hervez lezenn ez eo ar svedeg ar yezh nemeti a-berzh-Stad. Pemp yezh all, kaozeet gant minorelezhioù, a zo anavezet evel yezhoù minorel, abaoe ma voe degemeret, gant Sveden, [[Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver|Karta Kuzul Europa evit ar yezhoù minorel pe rannvroel]], e [[1999]]. Div anezho a zo anavezet war pep a dachenn resis, hag an teir all a zo anavezet dre ar vro a-bezh :
* ar [[finneg]] (unvan)
* [[finneg]] Tornedal pe "Meänkieli" (war harzoù Finland)