Halac'ha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Patromoù
Linenn 1:
An '''Halac'ha''' ({{hehebraeg|הֲלָכָה}} הֲלָכָה, distagadur [[Sefaraded|sefarad]] : {{IPA|[halaˈχa]}} - distagadur [[Achkenazed|achkenaz]] {{IPA|[haˈloχo]}}; treuzlizherennet peurvuiañ '''halakha''') eo dastumad al [[Yuzevegezh|lezennoù relijiel yuzev]] tennet eus an [[Torah]] dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo war ar gourc'hemennoù en Torah (''mitzvot''), displeget hag astennet gant al lezennoù [[Talmud|talmudek]] ha [[rabin|rabinek]], ouzhpenn ar c'hustumoù dastumet e labourioù evel ar [[Shulchan Aruch]]. Treiñ a reer ''halac'ha'' gant "Lezenn yuzev" alies, daoust ma vije reishoc'h lavaret "an doare d'en em zerc'hel" pe "an doare da vale". Deveret eo ar ger eus ur wrizienn a dalvez "en em zerc'hel", "mont" pe "bale". Ouzhpenn ar c'hredennoù hag an emzalc'hioù relijiel a vez reizhet gant an halac'ha, met ivez doareoù ar vuhez pemdez.
 
Ez-istorel, en [[diaspora]] yuzev, e servije an halac'ha da lezenn geodedel ha relijiel - d'ur mare ma ne oa ket a ziferañs etre an daou. Abaoe ar [[Sklêrijennoù yuzev]] e oa bet gwelet an halac'ha evel un dra ha ne oa ket ret heuliañ kement-se er vuhez pemdez, dreist-holl dre ma oa diazezet war disklêriadurioù ar rabined. Hiziv, er [[gwir israelat]], lodennoù eus gwir ar familhoù hag ar statud personel dindan beli al lezioù-barn rabinek a bleg gant an halac'ha. Disheñvelderioù en halac'ha a gaver etre an [[Achkenazed]], ar [[Sefaraded]], ar [[Mizrac'hed]], an Etiopianed ha strolladoù yuzev all a veve pell an eil re diouzh ar re all gwezhall.