Talmud : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:First page of the first tractate of the Talmud (Daf Beis of Maseches Brachos).jpg|250px|vignette|dehou|Pajenn gentañ lodenn gentañ Talmud Babilon, gant evezhiadennioù [[Rachi]] ha [[Tosafot]] tro-dro.]]
An '''Talmud''', pe '''Talmoud''' ({{hehebraeg|תַּלְמוּד}} תַּלְמוּד‎, ''talmūd'') zo un destenn diazez er [[Yuzevegezh]] rabinek, dre m'eo mammenn bennañ al Lezenn yuzev ([[halakha]]) hag an doueelezh yuzev. Betek mare ar vodernelezh edo an Talmud e-kreiz buhez sevenadurel ar Yuzevien ha diazez ar preder yuzev e oa ivez.
 
Ar ger "Talmud" a dalvez d'ober anv da gentañ eus an aridennad skridoù anvet '''Talmud Babilon''' (''Talmud Bavli''), daoust ma'z eus un aridennad all koshoc'h anvet '''Talmud Jeruzalem''' (''Talmud Yerushalmi''). Lod zo kustum d'ober '''Shas''' (ש״ס) eus testennoù an Talmud, ur verradenn [[hebraeg|hebraek]] evit ''shisha sedarim'', c'hwec'h urzh ar [[Mishna]].