Yann Diarc'hen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Freskaat ha reizhañ...
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
 
==Buhez==
Dre ma oa paour e dud ha dre ma oa chomet [[emzivad]] yaouank, e teskas ar [[micher|vicher]] [[mañsonerezh|mañsoner]] ha [[kalvezerezh|kalvez]] e ti un [[eontr]] pe ur [[kenderv|c'henderv]] dezhañ. Goude e labour e plije dezhañ sevel [[kroaz]]ioù er [[kroashent|c'hroashentoù]] ha pontigoù war ar [[gwazh-dour|gwazh]]ioùgwazhioù ivez. Evit mont da [[beleg|veleg]] ez eas d'ober e studi da [[kloerdi|gloerdi]] [[Roazhon]] hag eñ beleget e [[1303]]. Anvet e voe da [[person|berson]] [[Sant-Gregor]] e norzh Roazhon. Eno e vevas gant nebeut a dra pa glaske reiñ kazi e holl beadra d'ar beorien. Goude 13 vloaz e kavas dezhañ e oa re zous e vuhez e Sant-Gregor hag e c'houlennas bezañ kaset d'unan eus kouentoù nevez ar Frañsezidi. Chom a reas e kouent ar Gordennerien (lesanv ar [[Frañsezidi]]) e Kemper e-pad 33 bloaz. Yuniñ a rae alies ha ne grede ket implij [[botoù]], ken e voe lesanvet an ''divotoù'' pe an ''diarc'hen'' pe an ''discalceatus'' (e [[latin]]).
 
E servij ar [[paourentez|beorien]] e veze ha reiñ a reas sikour d'an dud pa voe [[seziz]]et Kemper gant lu [[Charlez Bleaz]] e [[1344]] ha [[1345]]. Pa zeuas an [[naonegezh]] vras e [[1346]] e reas war-dro dastum an [[aluzen]]où e [[Kerne]] a-bezh. E diwezh ar bloaz [[1349]] e varvas gant ar [[bosenn|vosenn]] dre m'en doa klasket pareañ an dud ha graet war-dro sebeliañ ar re varv.
 
Beziet e voe e kouent ar Gordennerien hag ul lec'h evit [[pirc'hirinded|pirc'hirinañ]] e oa a-raok ma oa bet serret ar gouent da vare an [[Dispac'h gall]]. Lesanvet eo bet ar ''Santig Du'' ha chomet eo bev e [[azeulerezh]]. E-barzh [[iliz-veur Kemper]], tost ouzh ur [[releg]] dezhañ e vez lakaet [[bara]] war ur plankenn gant tud 'zo da vezañ roet d'an dud paour. Un [[delwenn]], hag ur [[gwer-livet|werenn-livet]] nevez, a zo ivez. Roet eo bet anv "Santig Du" d'ur [[straed]] e [[Kemper]].
 
Meneg zo eus [[gouel]] ar sant en [[deiziadur]]ioù brezhon d'ar [[15 a viz Kerzu]].