Piano : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Levrlennadur (2015 Isbn)
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
[[Restr:Steinway Vienna 011.JPG|thumb|300px|'''Piano''' Steinway]]
Ar '''piano''' a zo ur [[klav|c'hlav]] ([[benveg-seniñ]]) gant ur c'hlaouier. Renket eo ken e-touez an [[tosklav|tosklavioù]] hag ar [[c'herdinklavioù skoet]]. Graet e vez ar son gant kerdin stignet war ur framm dibleg a-us d'an [[taol-zasson|daol-zasson]].<br>
Gant [[morzhol]]igoù warno un tamm [[feltr]] e vez skoet ar c'herdin diwar bountañ war ar stokelloù. [[Daskren]] ar c'herdin a zo lakaet a-sav gant ur mouger pa vez laosket ar [[stokell]]. Dre ur c'hempennadur mekanik, al [[laoskerez]], e vez lezet ar gordenn da daskrenañ dieub hag adlañset buan-tre ar son un eil wech.
 
Eus [[berradur]] an droienn italian ''piano-forte'' (= dous-kreñv) e teu anv ar benveg. Diwar-se e lakaer da intent e teu disoc'hoù disheñvel hervez an nerzh a gaser evit stokañ ouzh an stokelloù.
 
Klevout [[Media:piano.ogg|son ar piano]].
 
== Istor ar piano ==
 
=== Kavadenn ar piano-forte ===
[[Restr:Klaviatur-wIKI.jpg|500px|thumb]]
Fardet eo bet ar piano-forte kentañ e derou an {{XVIIIvet kantved}} gant an italian [[Bartolomeo Cristofori]] e [[Firenze]] ([[Italia]]) a anvas anezhañ ''[[piano-forte]]''. Diwar teuziadur klavioù koshoc'h eo bet krouet, ar [[klavikerdinell|c'hlavikerdinell]] ({{XVvet kantved}}) hag an [[toskerkerdinell]] ([[Grennamzer]]).<br>
N'ouzer ket mat pegoulz eo bet fardet ar [[piano-forte]] kentañ gant [[Bartolomeo Cristofori]], met diouzh ur renabl graet evit ar Medicis, mistri Cristofori e weler e oa ur c'hlav gantañ e [[1700]]. Sañset eo bet fardet un ugentad piano-forteoù gant Cristofori a-raok ma varvas e [[1731]] hag e chom tri anezho hiziv deiziadet war-dro ar bloavezhioù [[1720]].
 
=== Piano Cristofori ===
E [[1698]], ar fardour klavisim italian Bartolomeo Cristofori a soñjas krouiñ ur benveg nevez gant ur c'hlavier. E bal a oa fardiñ ur benveg a c'helle produiñ sonioù nerzhek pe dous kement ha ma c'hell (n'ez eus ket tu da gemm kreñvder son ar c'hlavisim). E [[1709]] en doa echuet an ijinadenn. Anvet eo bet gant Cristofori "gravicembalo col piano e forte" – klavisim gant arlivioù dous ha kreñv. Treuzfurmet eo bet an anv-se e "pianoforte" ha berraet e "piano" dibaoe. Cristofori en deus bet kalz a gudennoù evit sevel ar benveg. Da skouer, penaos paraat doc'h ar vorzhollenn da adlammat goude bout bet skoet doc'h ar gordenn, ha lakaat anezhi da skeiñ ur wezh c'hoazh ? Kavout a reas un diskoulm : ur wikefre a vez anvet hiriv an deiz an "achap". E [[1732]], ar sonaozer [[Lodovico Giustini]] a embannas daouzek sonatenn evit ar piano, ar re gentañ skrivet evit ar benveg-mañ. Àr ar skrid en doa skrivet ar lodennoù da soniñ "piano" pe "forte".<br>
Pianoioù Cristofori o doa div gordenn evit pep notenn (evit lakaat ar soneiz da vont àr gresk). Ar c'herdin a veze skoet get morzholennigoù stumm karrezek goloet get lêr. Gwan e oa soneiz ar benveg, ar pezh a laouene e gevezerion, fardourion klavisim.
 
=== Piano Silbermann ===
Ijinadenn nevez Cristofori 'n em ledas en estrenvro, hag an obererion benvegoù a grogas da fardiñ pianoioù. E [[DresdeDresden]], en [[Alamagn]], an oberer [[Gottfried Silbermann]] a ginnigas e ziwezhañ patrom piano da [[Johann Sebastian Bach|v/Bach]] mes ne voa tamm 'bet fromet ar sonaozer. Gwan e oa an notennoù skiltr, a lâras eñ, ha re bounner eo an touchennoù, ar pezh a lakae an oberidigezh da vout skuizhus. Silbermann a selaouas doc'h an evezhiadennoù-se hag a gemmas e biano. Ar wezh-mañ e voe gourc'hemennet pa esaeas ar sonaozer ar benveg evit an eil gwezh.
 
=== Ar piano karrez ===
Linenn 38 ⟶ 37:
 
== Familh ar C'hlavieroù ==
 
=== An Ograoù ===
 
Ijinet eo bet an hini kentañ e bro C'hres daou vil vloaz 'zo d'an nebeutañ. Anvet 'veze an ''hydraulos'', implij a rae gwask an aer bet krouet get ur bompell dour ha lakaet 'veze da vont en-dro get ur ur bompell a-zorn. Sonet 'veze ag an ograoù evit ar lidoù pe evit an emgannoù gladiatourion get ar Romaned. Kevredet get ar lidoù-mañ, ez eo deuet an ograoù da vout ur benveg relijiel, àr-lerc'h un nebeut kantvedoù.
Hiriv an deiz e vez an ograoù a iliz ar brasañ benveg a familh ar c'hlavieroù: tuellennoù an ograoù a c'hell tizhout tro 10 metrad a hirder.
 
=== Ar C'hlavikerdinell ===
 
Ar c'hlavikerdinell 'zo bet krouet er XVvet kantved. Ar benveg kentañ a familh ar c'hlavieroù 'oa é vout implijet get an holl tiegezhioù muziker. Dre ma 'oa bihan a-walc'h, e veze e lakaet àr an daol. Kerdin ar c'hlavikerdinell a veze skoet get laonennigoù e laton anvet ''tangentes''. An tangentes a boueze àr ar c'herdin betek ma vehe laosket an douchenn get ar biz. Tu 'oa neuze produiñ meur a efed é cheñch gwask ar biz àr an douchenn. Dous-tre 'oa son ar benveg-mañ daoust ma 'oa div gordenn evit pep notenn a-benn ma vehe kreñvoc'h ar son.
 
=== Ar Spinetez ===
Ar [[spinetez]] a zo bet implijet kalz e-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved, e amzer Bach ha Mozart. Dont a ra e anv ag ar ger latin spina, a dalvez draen, dre ma 'z eo he beg hañval doc'h un draen. Ar benveg-mañ a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc'h evit ar sonadegoù bras dre ma 'z eo gwan he soneiz. Piñset eo ar c'herdin get pezhioù koad o deus ur beg e bluenn anvet : ''sauteraux''. Pa vez pouezet àr un douchenn e sav ar sautereau hag e piñs ar gordenn.
 
Ar spinetez a zo bet implijet kalz e-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved, e amzer Bach ha Mozart. Dont a ra e anv ag ar ger latin spina, a dalvez draen, dre ma 'z eo he beg hañval doc'h un draen. Ar benveg-mañ a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc'h evit ar sonadegoù bras dre ma 'z eo gwan he soneiz. Piñset eo ar c'herdin get pezhioù koad o deus ur beg e bluenn anvet : ''sauteraux''. Pa vez pouezet àr un douchenn e sav ar sautereau hag e piñs ar gordenn.
[[Restr:Klavisim.jpg|200px|thumb|]]
 
=== Ar C'hlavisim ===
E-pad pevar c'hant blez, betek fin an XVIIIvet kantved eo bet ar [[klavisim|c'hlavisim]] ar benveg get ur c'hlavier ar muiañ implijet. Get mentoù a-zoare, alies livet ha kinklet, e son a oa sklaer ha nerzhek. Ar re vrasañ o doa daou pe dri c'hlavier, lakaet an eil dreist egile, get gwikefreoù disheñvel a-benn cheñch soneiz. E mare Bach, e voe kavet ar c'hlavisim e lod vrasañ ar pezhioù evit ar sonerezh kambr pe evit ar lazoù-soniñ. Ar memes mont en-dro hag ar spinetez en deus.
 
=== Ar Piano ===
 
A-dal penn kentañ an XIXvet kantved, eh aas ar piano ag annezoù an aristokrated da diegezhioù ar vourc'hizion. E fin ar c'hantved e tizhas bed ar sonerezh jazz hag ar music-hall. E penn kentañ an XXvet kanted ez eo en em ledet ar piano en ur bochad familhoù. E-touez an holl c'hlavieroù ez eo ar piano a c'hell kaout ar muiañ a sonioù, ar bravañ arlivioù hag en em velliñ a ra mat-tre get ar binvioù arall. Ar perzhioù mat-se o deus e gaset dreist d'ar c'hlavisim ha d'ar spinetez.
[[Restr:Harmoniumfrisia.jpg|120px|thumb|]]
Linenn 65 ⟶ 59:
 
=== An akordeoñs ===
 
Èl an harmonium ez eo an akordeoñs ur benveg get anchoù. Dont a ra maez ur son pa vez sachet pe bountet àr ar meginoù. An dorn dehoù a c'hoari an ton àr ar c'hlavier bihan get touchennoù pe boutonoù, e keit ma lak da vont en-dro an dorn kleiz ar meginoù ha meur a vouton a-benn krouiñ klotadoù-boud.
 
=== Ar Piano Mekanikel ===
 
Ar piano mekanikel kentañ a zae en dro get un dornell; ur seurt boest sonerezh e oa 'benn ar fin. E penn komañs an XIXvet kantved, e veze savet anezhañ àr rodoù hag implijet er straedoù get ar sonerion. Da heul eo bet ijinet ur wikefre a c'helle bout lakaet àr klavier ur piano ordinal; ur wikefre bizied e koad a boueze àr an touchennoù. A-benn ar fin, ez eo bet lakaet ar wikefre-mañ er piano da vat. Mont a rae en-dro get rolloù paper toullet ha meginoù ( bet erlec'hiet get ur c'heflusker tredan goude-se). E 1900 eh eus bet graet kenwerzh getañ e-dan an anv pianola, hag a zo chomet dezhañ àr-lerc'h.
 
=== An Ograoù Hammond ===
 
Ar c'hlavier tredanel kentañ a zo bet krouet 100 vloaz 'zo e Stadoù-Unanet Amerika. Telharmonium a veze graet doc'htañ ha poueziñ a rae 200 tonennad! E 1939 an ijinour Hammond a grouas an ograoù Hammond. Son ar benveg-mañ a veze krouet get pladennoù e dir, a droe e maezioù magnetek. Er bloavezhioù 50 eo bet krouet ar c'hlavieroù hezoug, er bloavezhioù 60 ar c'hugoù elektronek – hag ar stokelleg.
 
Linenn 83 ⟶ 74:
 
== Ar lazoù-binvioù ==
=== Sonerezh evit piano solo ===
 
Toniaoueg ar piano a zo kalz brasoc'h evit hini n'eus forzh peseurt benveg arall. Er c'hentañ plas e vez ar piano er c'hoariadennoù (sonadeg roet get un unsoner). Sonaozet eo bet pezhioù evit abadennoù skinwel, temoù filmoù ha sonerezh laz-soniñ, e meur a stil evit ar piano. Setu penaos eo bet pinvidikaet c'hoazh un tonaoueg a oa dija bras meurbet.
 
=== Daouad evit ar piano ===
 
Un daouad a zo ur pezh evit daou soner. Dre ma 'z eo frank-tre skeuliad ar piano, ez eo an daouadoù sonerezh ur pevar dorn d'ar liesañ (daou soner àr ur c'hlavier). Sonaozerion zo o deus skrivet pezhioù get muioc'h a zanvez evit daou biano.
 
=== Triadoù get ur piano ===
 
Un triad a zo ur pezh evit tri benveg; d'ar liesañ e vez ur piano ur violoñs hag ur gourrebed, èl en triad anavet a V/Beethoven: Triad an Arc'hduk.
 
=== Pevarad get ur piano ===
 
Ar pevarad get ur piano a zo aozet d'ar liesañ get ur piano, ur violoñs, un alto hag ur gourrebed. Mes e ''Quatuor pour la fin fin du temps'' ag ar sonaozour Olivier Messiaen (skrivet e 1941, pa 'oa eñ ur prizoniad brezel) e vez kavet ur piano, ur violoñs, un dreujenn-gaol hag ur gourebed. An dibab-se 'zo bet graet e-keñver barregezh e gompagnuned a gamp.
 
=== Eilañ get ar piano ===
 
Perzh dibar d'ar piano (hag un nebeut benvegoù arall) eh eus tu soniñ meur a notenn er memes koulz (klotadoù), a pezh a lak anezhe da vout eilerion hag ar choaz. Get ar sonaozerion eo bet implijet kalz ar perzh-mañ, kement evit eiliñ benvegoù pe unkanerion kement hag aozadurioù bras laz-kaniñ.
 
=== Concerto evit ar piano ===
 
Ar ger «concerto» a dalveze gwechall evit an holl pezhioù evit meur a venveg. E-kerzh an daou gant hag hanter-kant vlez diwezhañ eo daet da vout ar c'honcerto ur sonaozenn evit ur benveg e-unan hag ur laz-soniñ. Mozart a zo bet an hini kentañ da sonaoziñ concertoioù evit ar benveg-mañ, hag evit daou ha tri fiano memes.
 
=== Ar piano jazz ===
 
Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinoù hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskoù kreñv ar jazz. Ennañ e vez kalz a unsonerion èl [[Oscar Peterson]]. E dalant dezhañ n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennoù (sonerezh krouet a-feur m'emañ sonet).
 
== Mont en-dro ar piano ==
 
Tu vehe renkiñ ar piano get ar benvegoù kerdin dre ma deu ar son diàr froumoù ar c'herdin. Mes renket eo bet bepred get ar reizhad hengounel e toueez ar benvegoù get ur c'hlavier. Ar wikefre a lak da vont en-dro ar piano - an touchennoù a c'hourc'hemenn ar morzholenoù hag ar re-mañ a sko doc'h ar c'herdin - a vez anvet ar ''vekanikerezh''. Soneiz ar benveg - ront hag unvan pe skiltr ha frapataet - a zepant doc'h ar vekanikerezh dreist-holl. Pouez ar c'hlavier en deus e bouezusted ivez: ret eo d'an touchennoù kaout ur gwevnder a-zere get bizied ar soner. Pouezus-tre eo ivez o dhe an holl morzholennoù ar memes pouez ha bout kenpell doc'h ar c'herdin, mod arall e zahe notennoù 'zo fonnaploc'h evit reoù arall. Ar son produet get ar benveg a zo amplaet get ar voest kensoniezh, a geer rolla linenn-gig. Ar pezh arrebeuri e koad a zo ar c'hef-dasson hag a greñva ar son. Tu 'zo digor golo ar c'hef a-benn kreñvaat ur wezh ouzhpenn ar son.
 
== Pezhioù ar piano ==
 
* '''Ar Framm''' : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muiañ posupl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordiñ.
* '''Ar Brochoù ton e dir''': Bout eh eus unan dre gordenn.
Linenn 130 ⟶ 111:
 
== Farderezh ur piano ==
 
Bout 'zo pianoioù a veur a stil hag a veur a vent, ag ar piano a-blom modern a glot get an implij en tiegezhioù betek ar pianoioù sonadegoù. Ar pezh boutin d'an holl: ar memes elfenn eo hag a zo ar brasañ : ar framm e houarn. Ar vekanikerezh eo kalon ar piano. Pep elfenn enni a rank mont en-dro ag ar gwellañ ha bout reizhet resis-tre. An holl danvezioù implijet e farderezh ar benveg a rank bout a-zoare evit ma badehe hir amzer. Ar piano a rank bout kedoniet en un doare reoliek. Ar c'hendoner a reizh stennadur ar c'herdin é stardiñ pe é distardiñ ar brochoù ton.
[[Restr:Piano tuning.jpg|300px|thumb]]
Linenn 158 ⟶ 138:
== Levrlennadur ==
* Jean-Pierre Thiollet, ''88 notes pour piano solo'', Neva Ed., 2015. {{ISBN|978-2-3505-5192-0}}
 
 
[[Rummad:Patromoù kemennoù]]