An Here : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Krouet eo bet an [[ti-embann]] '''An Here''' e [[1983]] hag aet eo da [[freuz-stal]] e diwezh [[2005]]. Savet e oa bet gant [[Martial Menard]] hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e [[Skol Diwan Kemper]] a oa staliet e [[Ploveilh]] d'ar mare-se). <!-- Ganet e [[Pariz]] (met tud breizhat en doa), stummet eo bet evel [[keginerezh|keginer]] a-raok mont da Vreizh pa oa war e ugent. Goude bezañ bet toull-bac'het diwar damall kemer perzh e oberezhioù ar [[FLB]], e oe lezet da vont en 1981 hag e talc'has da zeskiñ brezhoneg ar bobl e Ploveilh koulz hag hini al lennegezh. --> Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar [[krennard|grennarded]] levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel. E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhoneg. Ur stumm skeudennaet a oe embannet en 1995 ([[Geriadur brezhoneg 1995|Geriadur brezhoneg]]) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e [[2001]] ([[Geriadur brezhoneg An Here]]).<br/>
 
An ti-embann a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhoneg evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.
 
Linenn 12 ⟶ 13:
 
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs embann "Mémoires d'un paysan bas-breton" ([[emvuhezskrid]] [[Jean-Marie Déguignet]]) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn eus outañ.<br>Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.
 
Staliet e oa bet An Here e-pad seitek vloaz en ur savadur bihan tost da [[skolaj Diwan Penn-ar-Bed|skolaj Diwan ar Releg]] pa oa un emglev etre An Here, [[Diwan]] hag ar c'hevarzhe [[A-gevred]] evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr [[ar Releg-Kerhuon]]. E [[2001]] e tilojas An Here da [[Plougastell-Daoulaz|Blougastell-Daoulaz]].
 
Linenn 17 ⟶ 19:
 
==Arc'hantaouiñ==
Yalc'hadoù a zo bet roet gant [[strollegezh]]ioù publik Breizh evit harpañ An Here, da gentañ holl evit ar geriadurioù. Kalz a arc'hant a zo bet roet gant [[Unaniezh Europa]], ar Riez gall, [[Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed]] ha [[Rannvro Vreizh]].<br/>
 
E-pad ar bloavezioù kentañ e veze soutenet mat An here gant skolioù Diwan a brene an holl levrioù embannet gant ur [[rabat]] 30%. Koulskoude e savas sach-blev war ar poent-se e 1997.