Dardoup : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== Anv ==
N'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv just. Hervez kont en defe un dra bennaket da welet gant ar c'hoef a veze douget gant ar merc'hed gwechall hag a zo anavezet evit ur roued brodet ispisial hag he stroñsoù. Ha just a-walc'h e vez graet Dardoupenn, Dardoupez pe c'hoazh Dardoupezenn, eus ur plac'h o chom er vro-se. Ar baotred a vez graet Dardouped anezho. Diouzh an etnologour [[Reun Kreston]] e veze graet "Bardoupeizant" ivez eus aran cdilhadoù oa ba'hoef du-se, peadra da soñjal eo disoc'het ar ger Dardoup diwar Bardou marteze, hep na vefer gouest da zisplegañ petra a dalvez hemañ.
 
Hervez lod-all e vefe mat klask e anv ar vro vihan stok outi er c'hornôg anvet [[Bidar]], tro-dro da [[Pleiben|Bleiben]]. Evito e vefe heñvel eil silabenn ar ger Bi'''dar''' ha silabenn gentañ ar ger '''Dar'''doup.
Linenn 9:
 
== Tachenn ==
Ar vro Dardoup a ya da ober anezhi kumunioù [[Kastell-Nevez-ar-Faou]], [[Plonevez-ar-Faou]], [[Koloreg]], [[Sant-Wazeg]] da ober anezhi, hag ivez re [[Laz]] ha tu reter [[Santoz]], daoust ma n'eo ket ken kreñv ar santimant da vezañ Dardoup epeurest speredeus an dud en divar gumun-mañ. A-wechoù e vez staget [[Tregourez]] outi ivez, daoust hag e [[Bro C'hlazig]] e seblant bezañ e gwirionezse. Ar [[Stêr Wanez]] a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.
 
== Rimadelloù ==