Banniel Flandrez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Leon, loupard, panterenn pe bleiz?: kempenn, replaced: XI{{vet}} → {{XIvet}} using AWB
update filke
Linenn 27:
Pehini eus an daou stumm (gant skilfoù hag un teod ruz pe get) eo an hini koshañ, diaes eo gouzout. Marteze e oa ruz an teod hag ar skilfoù adalek ar penn kentañ, nemet ne oa ket bet livet mat na deskrivet mat ardamezioù Fulup Elzas… Bezet pe vezo e kaver an daou stumm abaoe pell.
 
[[Skeudenn:Vlaamse-vlagVlaamseStrijdvlag.jpgsvg|thumb|right|Vlaamse strijdvlag]]
Tra m’eo ruz skilfoù ha teod al leon war ar banniel ofisiel, e vez implijet peurliesañ ur banniel melen ha du hepken, hep tamm liv ruz, gant ar skilfoù hag an teod du evel ar peurrest eus al leon, en emsav broadelour. ''Vlaamse strijdvlag'' (banniel stourm Flandrez) a reer eus ar banniel-se. Daoust ma weler skilfoù hag un teod ruz war ar bannieloù zo en implij e Flandrez abaoe kantvedoù e kav gwelloc’h ar vroadelourien-se ober gant ur banniel daou liv hepken.