Banniel Flandrez
Banniel Flandrez, lesanvet alies al Leon flamank (Vlaamse Leeuw), eo ar banniel ofisiel implijet gant ar Gumuniezh Flamank ha gant Rannvro Flandrez. Degemeret e voe da vanniel ofisiel gant Kuzul nederlandek ar sevenadur (Raad voor de Nederlandse Cultuurgemeenschap) e 1973[1] ha diwezhatoc’h, e 1985, da vanniel ar Gumuniezh Flamank[2] E 1990 e voe anavezet ar skoed-ardamez ent-ofisiel ivez[3]. Ouzhpenn se e vez implijet ur stumm eeunaet eus ar banniel da logo gant gouarnamant Flandrez.
Deskrivadur
kemmañDeskrivadur ar banniel :
- En aour gant ul leon du, ruz e skilfoù hag e deod.[4]
Deskrivadur an ardamezioù:
- En aour e leon en sabel, krabanet ha teodet en gul.[5]
En e sav emañ al leon war e bavioù a-dreñv, o tiskouez e skilfoù, troet a-gleiz evit ar re a sell ouzh an ardamez pe troet ouzh ar post pa seller ouzh ar banniel. Keñver mentoù ar banniel zo 2:3, ur c’heñver disheñvel diouzh re banniel Belgia met heñvel ouzh keñver mentoù bannieloù ur bern broioù eus ar bed.
War an ardamez n’eus ger-stur ebet. Ha n’eus netra tro-dro da zerc’hel ar skoed, er c’hontrol diouzh ardamezioù proviñs Flandrez ar Reter, ma’z eus ur gurunenn a-us ar skoed hag ul leon a bep tu[6].
Istor
kemmañHervez ar richenn e oa bet degaset arouez al leon gant ar c’hont Fulup Elzas (Fulup Iañ, kont Flandrez) eus broioù ar Reter Nesañ pa oa deuet en-dro eus ur groaziadeg goude bezañ trec’h war ur penn arab[7] Met ur vojenn n’eo ken[8]. Moarvat e oa bet adkemeret al leon gant Fulup Elzas diwar ardamezioù Willem van Ieper, a oa bet skrapet e vadoù gant ar c’hont Fulup. Ha Willem van Ieper marteze en doa amprestet arouez al leon diwar ardamezioù eus Bro-Saoz. An arouez-se a veze kavet alies en Europa er Grennamzer, forzh penaos. En ardamezioù Dugelezh Brabant e vez kavet ivez. Hag adimplijet eo bet ivez en ardamezioù Rouantelezh Belgia.
Leon, loupard, panterenn pe bleiz?
kemmañEtre an XIvet hag an XIIIvet kantved e veze kavet ouzh ar skoedoù "loened dispont", evel erevent, bleizi, louparded, leoned. Ha ne vez ket aes atav gouzout eus peseurt loen ez eus anv. A-wechoù e kaver loened zo ur meskaj etre daou loen disheñvel. E 1302 e veze graet anv eus loupard Flandrez : en Emgann ar C’hentroù Aour e oa bet graet anv eus Liebaarts (loupard) Flandrez ha Leliaarts (flourdiliz) Bro-C’hall[9]
Diwezhatoc’h, er XIVvet kantved, e voe graet anv eus Klauwaarts kentoc’h eget Liebaarts. Ar ger-se a rae dave da skilfoù (klaw) al loen. Ha gant an ardamezourien e voe lakaet al loened-se da leoned, kentoc’h eget da louparded.
Livioù an teod hag ar skilfoù
kemmañWar ar skeudennoù koshañ eus “Leon Flandrez”, en XIIIvet kantved}, e seblant al leon bezañ du penn-da-benn, war ur skoed melen. Met chom a ra da c’houzout pegement a fiziañs a c’haller kaout er skeudennoù kozh-se. Er XIVvet kantved e voe deskrivet gwelloc’h an ardamezioù er skridoù, gant forzhig munudoù. E levr ardamezioù Gelre, gant Gelre Claes Heinen, eo deskrivet ardamezioù kontelezh Flandrez[10] ha re Lodewijk van Male, kont Flandrez[11]. Hag evit an daou e lavarer eo ruz an teod hag ar skilfoù.
Pehini eus an daou stumm (gant skilfoù hag un teod ruz pe get) eo an hini koshañ, diaes eo gouzout. Marteze e oa ruz an teod hag ar skilfoù adalek ar penn kentañ, nemet ne oa ket bet livet mat na deskrivet mat ardamezioù Fulup Elzas… Bezet pe vezo e kaver an daou stumm abaoe pell.
Tra m’eo ruz skilfoù ha teod al leon war ar banniel ofisiel, e vez implijet peurliesañ ur banniel melen ha du hepken, hep tamm liv ruz, gant ar skilfoù hag an teod du evel ar peurrest eus al leon, en emsav broadelour. Vlaamse strijdvlag (banniel stourm Flandrez) a reer eus ar banniel-se. Daoust ma weler skilfoù hag un teod ruz war ar bannieloù zo en implij e Flandrez abaoe kantvedoù e kav gwelloc’h ar vroadelourien-se ober gant ur banniel daou liv hepken.
Implij
kemmañRet e vez lakaat banniel Flandrez war savadurioù melestradurel Kumuniezh Flandrez ha war tiez an ensavadurioù foran[12] A-hend-all n’eus ket reolennoù war an implij eus ar banniel ha gallout a ra pep den e implijout kement ha ma kar[13].
Flandrez e-maez Belgia
kemmañE Flandrez Frañs e vez graet gant ur banniel ardamezek, na heuilh ket tresadenn ofisiel Flandrez Belgia:
E Flandrez Zeland (en Izelvroioù) e vez graet gant ur banniel awenet gant hini Flandrez:
Notennoù
kemmañ- ↑ Decreet van 6 juli 1973 tot instelling van een eigen vlag, een eigen volkslied en een eigen feestdag van de Nederlandse Cultuurgemeenschap. Belgisch Staatsblad (Kazetenn ofisiel Belgia), 12 a viz Gwengolo 1973, blz. 10339.
- ↑ Ministerieel besluit van 11 juli 1985 tot vaststelling van de afbeelding in kleur van de vlag van de Vlaamse Gemeenschap. Belgisch Staatsblad (Kazetenn ofisiel Belgia), 11 a viz Gouere 1985, blz. 10285; Ministerieel besluit van 11 juli 1985 tot vaststelling van de afbeelding in zwart-wit van de vlag van de Vlaamse Gemeenschap. Belgisch Staatsblad (Kazetenn ofisiel Belgia), 11 a viz Gouere 1985, blz. 10286.
- ↑ Decreet van 7 november 1990 houdende vaststelling van het wapen, de vlag, het volkslied en de feestdag van de Vlaamse Gemeenschap. Belgisch Staatsblad (Kazetenn ofisiel Belgia), 6 a viz Kerzu 1990, blz. 22642.
- ↑ Geel met een zwarte leeuw, rood geklauwd en getongd, Gouarnamant Flandrez. Bevlagging van openbare gebouwen
- ↑ In goud een leeuw van sabel getongd en geklauwd van keel, Gouarnamant Flandrez. Het wapen van de Vlaamse Gemeenschap
- ↑ Provincie Oost-Vlaanderen. Wapen & vlag
- ↑ Lucas Catherine, Vuile Arabieren. Bedlectuur voor Vlaams Blokkers, Hadewijch, Antwerpen, 1993.
- ↑ Ernest Warlop, Oude Vlaenderen en de Zwarte Leeuw op Gouden Veld. Miscellanea Archivista, XXVIII, 1980.
- ↑ De Liebaart vzw, Over Liebaarts en Leliaarts
- ↑ Héraldique européenne. Armorial de Gelre, folio 1 recto.
- ↑ Scots Genealogy. Armorial de Gelre, folio 80; Héraldique européenne. Wapenboek Gelre, folio 80 recto.
- ↑ Gouarnamant Flandrez, Bevlagging van de openbare gebouwen, 11/07/2007.
- ↑ Flags of the World (2021): Flanders (Belgium), 28/02/2023.