Lewis Nkosi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Lewis Nkosi e 2001 '''Lewis Nkosi''', ganet e KwaZulu-Natal d'ar 5 a viz Kerzu 1936 ha marvet e Johannesbourg d'ar..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 30 Her 2020 da 15:38

Lewis Nkosi, ganet e KwaZulu-Natal d'ar 5 a viz Kerzu 1936 ha marvet e Johannesbourg d'ar 5 a viz Gwengolo 2010, a oa ur skrivagner eus Suafrika.

Lewis Nkosi e 2001

Ganet e voe en ur familh zoulou e-kichen Durban, e KwaZulu-Natal. Studioù uhel en doa graet e Durban[1]. Goude-se en doa labouret evel kazetenner e meur a gazetenn, evel Ilanga lase Natal pe Drum[2].

E bennadoù a-enep an apartheid a voe berzet meur a wech gant ar gouarnamant ha kuitaat a reas Suafrika e 1961. Neuze en devoe ur yalc'had da studiañ e skol-veur Harvard er Stadoù Unanet. Chom a reas en harlu, o labourat evel kelenner war al lennegezh e meur a skol-veur, er Stadoù Unanet dreist-holl hag ivez e Bro-Saoz, Polonia pe Zambia, ha n'eo nemet e 2001 e tistroas da Suafrika.

A bep seurt skridoù en deus savet : skridvarnerezh, barzhoniezh, c'hoariva, romantoù, danevelloù, arnodskridoù.

Notennoù

  1. "Lewis Nkosi", South African History Online.
  2. "Lewis Nkosi", Encyclopædia Britannica.