Emvuhezskrid : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
AnUn [[emvuhezskrid]] a zo ur [[skrid]] ma talc'h un den sevel ennañ un dibunadur eus ul lodenn eus e [[buhez|vuhez]]. A-wechoù e c'houlenn harp un den all ma n'eo ket asur war e stil pe e varregezh war ar [[skritur]]. Pa vez [[buhezskrid]]où a zo skrivet gant un den diwar-benn un all, an emvuhezskrid evel ma weler diouzh e gerdarzh (em + v/buhez + skrid) a dalvez evit ur [[buhezskrid]] savet gant un den diwar e benn dezhañ. Setu perak e rummataer an emvuhezskridoù dindan [[rummad lennegel]] ar buhezskridoù.
 
Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar [[pal]]ioù a glask tizhout ar [[skrivagner]] hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e [[obererezh]]ioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.<br />