Diforc'hioù etre adstummoù "Georges Danton"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
{{Gwellaat}}
[[Restr:Anonyme - Portrait de Georges Danton (1759-1794), orateur et homme politique - P712 - musée Carnavalet.jpg|thumb|upright=1|Georges-Jacques Danton. Mirdi Carnavalet, Pariz]]
'''Georges Jacques Danton''', lesanvet d'Anton <ref>''Quand il s'installe à Paris avant la Révolution : Cabinet de M. d’Anton, avocat ès conseils'' (mammenn : L’État actuel de Paris de 1788).</ref>, ganet d'ar [[26 a viz Here]] [[1759]] en [[Arcis-sur-Aube]] hag aet da Anaon d'ar [[5 a viz Ebrel]] [[1794]] (16 germinal bloavezh II) e [[Pariz]], a oa un alvokad e [[Kuzul roue Bro-C'hall|kuzul ar Roue]] hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an [[Dispac'h Gall]], evel [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]]. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « ''Mirabeau ar wazh-dour'' »). E-tal Danton e vez [[Robespierre]] hag en doa eñ ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « [[Vammvro en arvar]] » pa oa bet aloubet Bro-C'hall e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn eus ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae e oa "Ret [eo] deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savetaet" evit trec'hiñ an enebour. Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
 
21 450

modifications