New York : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
::[[Restr:Meurastumm.png]] ''Evit Stad New York, gwelet [[New York (Stad)|amañ]].''
<hr noShade />
[[Restr:Top of Rock Cropped.jpg|thumbright|250px]]
'''New York''' (distagadur [[Saozneg|saozneg amerikanek]]: {{LFE-en|[nuːˈjɔːɹk]}}) pe '''Kêr New York''' (evit lakaat kemm gant [[New York (Stad)|Stad New York]]), ''New York City'' e saozneg (''City of New York'' ent-ofisiel, berradur '''NYC''') eo kêr vrasañ [[Stadoù-Unanet Amerika]]. Lesanvet eo ''The Big Apple'' (ar Mell Aval) pe ''Ar gêr na gousk morse''. A-wezhioù e vez graet [['''Evrog Nevez]]''' anezhi e [[brezhoneg]] ivez gant lod<ref>Dont a ra an anv-se eus ar [[Kembraeg|c'hembraeg]] ''Efrog Newydd''. E kembraeg e reer ''Efrog'' eus kêr [[York]], e [[Bro-Saoz]], diwar an anv [[Predeneg|predenek]] ''Eboracon''. Diwar skouer ar yezhoù keltiek all : [[iwerzhoneg]] ''Nua-Eabhrac'', [[gouezeleg Bro-Skos]] ''Eabhraig Nuadh'', [[kerneveureg]] ''Evrek Nowydh''. Ne vez ket implijet anv [[saoznek]] ofisiel kêr [[New York]] en holl yezhoù. Da skouer, er yezhoù latin: e [[portugaleg]] e reer gant ''[[:pt:Nova Iorque]]'', e [[spagnoleg]] gant ''[[:es:Nueva York]]'', e latin gant [[:la:Urbs Novum Eboracum]], e [[katalaneg]] gant [[:ca:Nova York]], e [[galizeg]] gant [[:gl:Nova York]], en [[okitaneg]]: [[:oc:Nòva York]], e [[normaneg]]:[[:nrm:Nouvieau York]], e [[sikilieg]]:[[:scn:Nova York]]. E yezhoù all ivez: en [[esperanteg]] [[: eo:Novjorko]], e [[poloneg]], e [[lituaneg]], e [[latveg]] [[:lv:Ņujorka]] , e [[nahuatleg]] [[:nah:Manhatitlān]] , en [[Iñupiak]] [[:ik:Tchiaq York Iniqpak]], en [[alamaneg Pennsylvania]] [[:pdc:Nei Yarrick Schtadt]]</ref>.
 
Pemp rann velestradurel ("borough") a ya d'ober kêr: [[Manhattan]], [[Brooklyn]], ar [[Queens]], ar [[Bronx]], ha [[Staten Island]].
 
Unan eus brasañ kêrioù ar bed eo New York gant 8 336 817 a dud, hag e-kreiz ur [[Megalopolenn|vegalopolenn]] divent a 19 milion a dud dindan teir [[Stad SUA|Stad]] ([[New York (stad)|New York]], [[New Jersey]], ha [[Connecticut]]). Abaoe 1990 eo aet ar ''minorelezhioù'' d'ober al lodenn vrasañ eus kêriz. Ouzhpenn bezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed ez eo ivez unan eus ar re bouezusañ. Eno emañ sez [[Aozadur ar Broadoù Unanet]], hag ul lec'h ekonomikel hep e bar gant [[Wall Street]] hag an [[New York Stock Exchange]], [[yalc'h (armerzh)|yalc'h]] vrasañ ar bed.
 
==Istor==