Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →Pediñ |
|||
Linenn 122:
=== Pediñ ===
{{Boest bomm|width = 30%|align = right|quotetext=« ...
Kentel Jezuz diwar-benn pediñ en e [[Sarmon ar Menez]] a ziskouez ne oa ket interest gant neuz diavaez ar pedadennoù. Bezañ prederiet gant teknikoù ar pediñ zo un dra pagan hervezañ ha broudañ a ra kaout fiziañ e madelezh tadel Doue.{{refn|group=n|[[Aviel Mazhev|Mazhev]] 6:5 - 15}} Lakaet ez eus bet pouez e darnoù all an [[Testamant Nevez]] war ar frankiz-se da dizhet Doue.{{refn|group=n|[[Lizher d'ar Filipidi|Fil]] 4:6}} {{refn|group=n|[[Lizher da Jakez|Jakez]] 5:13-19}} Kredenn ar gristeniezh eo ez eus un darempred dibar etre pep kredour ha Doue dre darbod ar Spered Santel.<ref name="Prayer">{{en}}
En hengoun kristen modernoc'h e vez lakaet pouez war jestroù zo, da skouer war jestroù bet sevenet er [[Krennamzer|Grennamzer]] evel an daoulinañ pe ober [[Sin ar Groaz]]. Gallout a ra ar jestroù-se mont pelloc'h en izelaat ar c'horf en hengounioù startoc'h. Peurvuiañ avat, en hengoun ar C'hornôg, e lakaer an daouarn asambles, palv ouzh palv, ur jestr a zeu diwar lid feodek ar c'homañd. Un doare all eo stumm an [[oran]], palvioù war an diavaez, an divrec'h digor.
Linenn 129:
Ur bedenn-zarbod zo ur bedenn graet e-lec'h pe evit unan bennak all. Meur a bedenn a stumm-se zo bet treuzskrivet er [[Bibl]], en o zouez pedenn an [[Ebestel|Abostol]] [[Pêr (abostol)|Pêr]] evit ar re glañv{{refn|group=n|[[Oberoù an Ebestel|Ober.]] 9:40}} hag en [[Testamant Kozh]] pedennoù [[profeded]] evit tud all.{{refn|group=n|[[Kentañ Levr ar Rouaned|RI]] 17:19-22}} El [[Lizher Sant Jakez]] n'eus graet kemm ebet etre pedenn ur feizad bennak hag ur bedenn digant ar profed meur [[Elia]].{{refn|group=n|[[Lizher Sant Jakez|Jakez]] 5:16-18}} Efedusted ar bedenn gristen zo diouzh galloud ha bolontez Doue kentoc'h eget statud an hini a bed.<ref name="Prayer" />
Gant an Hen-iliz, eus hengoun ar Reter kenkoulz hag hini ar C'hornôg, e oa bet kemeret ar boaz da bediñ evit darbod ar [[Sant|sent]], ar pezh a zo gwir atav er [[Iliz katolik roman|gatoligiezh]], [[Iliz Ortodoks|ortodoksiezh]] hag en [[anglikaniezh]] zo. Nac'het eo bet seurt emzalc'h gant ilizoù ar [[Protestantiezh|brotestantiezh]] evit goulenn darbod ar C'hrist nemetken.<ref>{{en}}
=== Deiziadur lidek ===
|