House (stirad skinwel) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40:
Mat-tre eo bet resevet ''House, M.D'' e bed ar skinwel pa voe kroget gant an heuliadenn. Lâret eo bet e oa ur dakenn sklêrijenn evit [[Fox Broadcasting Company|FOX]], hag ez a muioc'h-mui war an tu "skinwel-gwirvoud" ("Télé-Réalité")... [[Matt Roush]] eus [[TV Guide]] en deus embannet eo "ul louzaouenn ral evit an dramaoù ospital". [[New York Daily New]], gant e vuruteller [[David Bianculli]] a zisklêrias e oa an heuliadenn unan "a live uhel". [[The onion's "A.V. Club"]] diouzh e du, a soñj eo House an heuliadenn "droukañ (war an tu mat) abaoe [[1996]]". [[John Leonard]], a lavar eo "ur c'hontanamant" padal e lavar ar [[Boston Globe]], gant [[Matthew Gilbert]] eo "divalav" ha "didalvez" pe c'hoazh "dister".
 
C'hoari [[Lisa Edelstein]] a zo bet saludet gant an holl. Met ar gwellañ a zo aet gant [[Gregory House]]. [[Tom Shales]] eus ar [[The Washington Post|Washington Post]] a gomz diwar e benn evel "un dudenn a verko ar skinwel er bloavezhioù da zont". [[Pittsburgh Post-Gazette]], gant [[Rob Owen]] a lavar, ha n'eo ket hep mousfent "sellet outañ en un doare truezus met nann digarezus". Keñveriet eo bet [[House]] gant tudennoù enklaskerien 'giz [[Nero Wolfe]], [[Adrien Monk]], [[Hercule Poirot]] pe c'hoazh [[Sherlock Holmes]]. [[Hugh Laurie]] a vez gourc'hemennet kalz ivez, gant [[Goodman]] eus [[The San Francisco Chronicle]] a lavar bezañ "souezhet war vat". [[Gabrielle Donnelly]] eus an [[Daily Mail]] a lavar ez a en un doare dreist [[Hugh Laurie]] e-barzh penn [[Gregory House]].
 
[[Rummad:Stiradoù skinwel]]