Don (titl enorus) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
{{Pennad zo|Don|Dom}}
[[Restr:Max Slevogt Francisco d'Andrade as Don Giovanni.jpg|thumb|Poltred [[Francisco D'Andrade]] o c'hoari Don Juan e c'hoarigan [[Mozart]] ''[[Don Giovanni]]'', livet gant [[Max Slevogt]] e 1912.]]
'''Don''' zo un titl enorus a roer d'un paotr er broioù spagnolek. Dont a ra eus al [[latin]] ''dominus'' hag a dalvez kement hag [[ozhac'h]], un titl implijet e koulz [[Republik Roma]] e marevezh [[Henroma]]. Dont a reas war-wel ar stumm berraet war-wel er Grennamzer evit an dud nobl (an [[hidalgo (noblañs)|hidalgo]]s), ar [[kloer|gloer]] gatolik hag an dud a renk uhel dre-vras.
 
Lakaet e vez dirak anv-bihan an den evit diskouez doujañs dezhañ. An anv-tiegezh a c'hall bezañ meneget ivez war-lerc'h an anv-badez. Don a vez berraet a-wechoù e '''D.'''. Implijet e vez e [[Bro-Spagn]], e broioù bet en [[Impalaeriezh trevadennel Spagn]], e [[Kroatia]] hag en [[Italia]]. '''Doña''' eo ar stumm gwregel e spagnoleg. Hiziv hon deiz e vez implijet evit mont davet forzh peseurt den hag a c'hoari ur roll bennak er gevredigezh, pe evel merk sevended kreñvoc'h eget [[señor]] ha [[señora]], da skouer d'un itron gozh. Gallout a ra bezañ implijet dre vousgoap ivez.
 
En Italia ha Kroatia e vez roet an titl-se da dud ana iliz hiziv hon deiz.
 
E Breizh-Veur e vez implijet an titl-se evit envel kelennerien ar skolioù-meur ha lisdeoùliseoù zo hengounel o stil. E skolioù-meur stadunanat ha kanadian zo eo an don un den e karg un annez.
 
Er sevenadur pobl amerikan e kaver an titl Don da envel pennoù bras ar [[mafia]], er filmoù dreist-holl, da skouer en heuliad ''[[The Godfather]]''.