Roots: The Saga of an American Family : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Roots: The Saga of an American Family''' zo ur romant embannet e 1976 gant Alex Haley. Kontañ a ra istor dammijinet Kunta Kinte, un afrikan eus an {{XVIIIvet kantved}}, skrapet pa oa krennard, ha gwerzhet evel sklav. degaset eo e Norzhamerik dre ar C'henwerzh tric'horniek. Heuliet e vez buhez ar c'hrennard ha goude-se an diskenndi e Stadoù-Unanet Amerika betek Haley. Embannadur ar romant, adsavet e stumm ur stirad sk..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Gwe 2021 da 13:23

Roots: The Saga of an American Family zo ur romant embannet e 1976 gant Alex Haley. Kontañ a ra istor dammijinet Kunta Kinte, un afrikan eus an XVIIIvet kantved, skrapet pa oa krennard, ha gwerzhet evel sklav. degaset eo e Norzhamerik dre ar C'henwerzh tric'horniek. Heuliet e vez buhez ar c'hrennard ha goude-se an diskenndi e Stadoù-Unanet Amerika betek Haley. Embannadur ar romant, adsavet e stumm ur stirad skinwel a reas brud bras, Roots (1977), a lakaas anezhañ da vezañ klasel er sevenadur stadunanat.

Chomet eo 46 sizhun ar romant e listenn gwellañ gwerzh an New York Times, gant 22 sizhun er c'hentañ plas. Ar seizh chabistr diwezhañ a oa bet adsavet e stumm un eil ministirad skinwel, Roots: The Next Generations (1979). Roet en doa c'honat d'an afroamerikaned da glask o orinoù familh, hag anavezout o istor dezho.

Da zigentañ e oa bet taolennet al levr evel unan "faltazi," met gwerzhet el lodennoù nann-faltazi ar stalioù levrioù. Implijet eo ar chabistr diwezhañ eus e levr gant Haley evit diskrivañ e labour studiañ war e orinoù familh dre gomz ha dre studiañ dielloù. Goude studiadennoù gant istorourien ha lignezourien o deus kavet e oa kudennoù bras gant an enklaskoù gant Haley. An darn eus ar romant a vez gwelet bremañ evel ijinet betek sevel a-enep prouennoù istorel. Evit al lodenn ijinet e vez rebechet d'an aozour bezañ kopiet lodennoù eus ar romant The African Rummad:Levrioù 1976