Eil kantved : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D W
D →‎[[Norzhafrika]]: typo, replaced: t a → t a using AWB
Linenn 69:
* Degaset an [[dremedal]] da Afrika roman e deroù ar c'hantved.
** A-drugarez d'an dremedal e vez advevaet an darempredoù etre [[Afrika Zu]] ha [[Norzhafrika]]. Anavezout a reer tri strollad kantreerien a veve er [[Sahara]] da neuze : an d[[Touboued]] er reter, kostez [[Tibesti]], an [[Touareged|Douareged]] e-kreiz, e bro an [[Hoggar]], hag ar [[Sanhadjaed]] er c'hornôg eus tu ar meurvor atlantel. Reoliek eo an darempredoù etre an Douareged ha Roma. Dizoloet ez eus bet traezoù a orin roman e-barzh bezioù kantreerien er Sahara.
* Roudoù kristen a gaver e [[Kartago]] kerkent hag ar {{Iañ kantved }}. Degaset eo bet ar relijion nevez gant misionerien eus ar reter a veze avielet ar c'humuniezhioù yuzev ganto. Kalz a feizidi nevez zo bet stummet ganto. E-tro kreiz an eil kantved eo prezegennerien deuet eus [[Italia]] a gemer lec'h Reteriz. A-benn dibenn ar c'hantved en em astenn levezon ar relijion gristen betek kêrioù [[Numidia]]. Kregiñ a ra an handeerezhioù kentañ e-tro [[180]].
* Adal an Eil kantved e kroger da c'hounit [[gwinieg]]i hag [[olivezenned]] e Norzhafrika. [[Ed]] a c'hounezer ivez. Desavet e vez muioc'h-mui a gezeg, pennoù-saout, givri ha deñved ivez. Kalz a loened ferv a vez pourchaset da Roma evit c'hoarioù ar [[sirk]]..
* Kregiñ a ra rouantelezh [[Aksoum]] da zont war-c'horre.