Alfonso IX León : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: e g → e g (4) using AWB
Linenn 4:
'''Alfonso de Borgoña''', pe '''Alfonso IX''' ([[Zamora]], 1171 - [[Sarria]], 1230) a voe [[roue León]] ha [[roue Galiza]] (''Rex Legionis et Gallecie'') adal Genver 1188 betek e varv.
 
Mab e oa da [[Fernando II León]] ha da [[Urraca Portugal]]. Bec'h en doe gant e [[lezvamm]] [[Urraca López de Haro]] a felle dezhi lakaat he mab Sancho da roue, ha goude gant e genderv [[Alfonso VIII]], [[roue Kastilha]]. Se zo kaoz ne gemeras ket perzh en [[Emgann Las Navas de Tolosa]], met adc'honit a reas kêrioù [[Cáceres]], [[Mérida]] ha [[Badajoz]], ha lodenn gornôk [[Extremadura]].
 
Abalamour d'e gasoni ouzh Kastilha e legadas e rouantelezh d'e verc'hed [[Sancha León]] ha [[Dulce León]], en devoa bet gant e bried kentañ [[Tereza Portugal]], e-lec'h d'e vab, en devoa bet gant e eil pried [[Berenguela Kastilha]], hag a oa bet roet dezhañ [[kurunenn Kastilha]] .
 
Ur marc'had a voe graet neuze etre mamm Fernando, [[Berenguela Kastilha]], ha [[Teresa Portugal (1181-1250)| Tereza Portugal]], evit eskemm gwirioù Sancha ha Dulce, a lezjent gant Fernando, tra ma vije roet leveoù mat dezho, rak gourdrouz aloubiñ León a rae Fernando ma ne blegent ket dezhañ. Ha setu penaos e kemeras kurunenn e dad hag e voe unanet an div rouantelezh, unaniezh graet gant peoc'h Benavente.
 
==Dimeziñ ha bugale==
Linenn 18:
Torret e voe an eured gant ar pab abalamour d'ar genwadelezh, ma tistroas Teresa da Bortugal gant he merc'hed.
 
E 1198 ec'h addimezas Alfonso d'e geniterv [[Berenguela Kastilha]], hag ur mab o doe, an [[infant]] [[Fernando III Kastilha | Fernando]]. Torret e voe an eured ivez, ha kuit ez eas Berenguela d'he bro gant he mab; eno e teuas a-benn d'e lakaat da roue Kastilha pa varvas [[Enrique Iañ]] en 1217.
 
==Goude e varv==