Pourc'hoad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D typo, replaced: ] w → ] w (5) using AWB
Linenn 1:
'''Pourc'hoad''' (''Porhoët'' hervez ar stumm ofisiel gallek) zo ur vroig e kreiz [[Breizh]], a bep tu d'ar stêr [[Oud]], adstêr d'ar [[Gwilun]] war e lez dehoù.
 
==Gerdarzh==
Linenn 5:
 
Graet e veze an anv-se eus :
* [[deanelezh]] Porhoët, en [[eskopti Gwened]] ;
* [[arc'hidiagonelezh]] Porhoët, en [[eskopti Sant-Maloù]] ;
* un darn eus arc'hdiagonelezh [[Pentevr]] <ref>« Mais aucun de ces territoires ne correspond aux limites féodales de la vicomté de Porhoët. » Ils sont fous ces Bretons, [[Erwan Vallerie]], p. 119.</ref>.
 
==Beskontelezh Pourc'hoad==
''Beskontelezh Pourc'hoad'' zo diazezet war ur berc'henniezh e kornôg [[kontelezh Roazhon]] gant ar beskont [[Eudon]] (pe Eudes e galleg) meneget e [[987]] en amzer [[Konan Iañ]]. Ur veskontelezh e oa a-benn an XIvet kantved, enni ouzhpenn 140 parrez ha tost da 4 000 km². Kentañ beskont a anavezer e oa Gwethenoc ([[Gwezhenneg]]), an hini a savas ur voudenn e Château-Trô (Kastell-Tro?) e kumun [[Gwiler-Porc'hoed]] (''Guilliers'' e galleg), a zo anv anezhañ en [[1008]] en amzer an dug [[Jafrez Iañ (dug Breizh)|Jafrez Iañ]].
 
E vab [[Josselin]] ("Gauzlin") eo an hini a savas [[kastell Josilin]], anv ar gêr en-dro dezhañ. Pa weler ur [[Brezhon]], anvet Gwezhenneg, o lakaat e vab ''Gauzlin'' (Josselin), un anv [[frankek]], hag ar mab-bihan [[Eudon]], un anv frankek arall, ha pa ouzer int anvioù eus tiegezh frank ar [[Rorgonizien]], e c'haller soñjal e oant deuet da vout kerent dezho, dre zimeziñ da verc'hed an tiegezh.