Herri II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: I N → I N (8) using AWB
Linenn 2:
{{pennad zo|Herri II}}
 
'''Herri II Navarra ''', anavezet ivez e spagnoleg evel '''Enrique II de Navarra''' hag e galleg evel '''Henri d'Albret''', pe ''Henri II d'Albret'' ([[Zangoza]] [[1503]]–[[1555]] [[Hagetmau]]), a oa [[roue Navarra]] eus [[1517]] da [[1555]] (ne renas e gwirionez nemet e [[Benafarroa]]), kont [[Fois]], [[Périgord]], [[Bigorra]], [[Albret]], ha Beskont Bearn, Tursan, Gabardan, Tartas ha Lemojez. [[Breur-kaer]] e oa d'ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]] ha tad-kozh d'ar roue gall all [[Herri IV]].
 
 
==E vuhez==
Ganet e oa d'an [[18 a viz Ebrel]] 1503, e [[Zangoza]], e [[Nafarroa]], war lez ar [[stêr Aragon]] a ra an disparti etre an div rouantelezh, [[Rouantelezh Navarra]] ha [[Rouantelezh Aragon]]. Mab e oa da [[Yann III Navarra]], ha da [[Katelin Navarra]], anavezet ivez evel [[Katelin Fois]], [[rouanez Navarra]]. E dad, a oa aotrou Albret, dug Gwienna, ha kont Graves, a oa deuet da vout [[roue Navarra]] goude dimeziñ da [[Katelin Navarra]] (1468-1517), rouanez Navarra, d'ar [[14 a viz Gouhere]] [[1484]] en [[Orthez]]. <br />
En 1515 edo gant e dad el lez c'hall ma reas anaoudegezh gant c'hoar henañ ar roue, a zimezas dezhañ en 1527.
Pa varvas e vamm en [[1517]] e teuas Henri da vezañ [[roue Navarra]] evel Herri II.
 
==E ren==
[[File:HenriD'Albret.jpg|thumb|left|Herri II Navarra en '''Initiatoire instruction en la religion chrestienne pour les enffans'', urzhiet gant [[Marc'harid Navarra (1492-1549)]].]]
Goude ma oa titlet evel roue Navarra, ne rene Herri nemet e [[Benafarroa]], rak bec'h a oa bet war-dro hêrezh e vamm.
 
Linenn 17:
 
Daoust da se e talc'has Yann Fois da stourm: klask a reas dimeziñ e verc'h, [[Germaine de Foix]], da [[Fernando II Aragon]], [[roue Aragon]], intañv goude marv e bried [[Izabel Iañ Kastilha]]. En 1505 e voe graet an eured.
Fernando a gasas e jeneral [[Ferdinand Alvare de Toledo, dug Alba|dug Alba]] da gemer [[Pamplona]] en 1512, ha goude-se, da aloubiñ [[Rouantelezh Navarra]] eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz: kement-se a lakaas ar pab [[Jul II]] da embann ur [[builh]] a-enep dezhañ. Herri a reas brezel dezhañ. Trec'het e voe, ma rankas plegañ ha chom da ren e [[Benafarroa]] nemetken.
 
En 1517, goude marv e vamm, e stagas da zivizout gant [[Carlos Iañ Spagn]], [[mab-bihan]] da Fernando, evit klask adkavout e rouantelezh, kollet an tri c'hard anezhi gantañ. Da gentañ en [[Noyon]] en 1516, ha goude en [[Montpellier]], en 1518, hogen tro wenn a reas. En 1521 eta e klaskas adkemer e rouantelezh dre an nerzh. Skoazell a gavas digant ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]], c'hoant dezhañ gwanaat e enebour Carlos Iañ e kement stumm ma c'halle.
Linenn 23:
 
En 1523 e reas emglev gant ar [[roue gall]] [[Frañsez Iañ]] ha gantañ ez eas da [[Emgann Pavia]], e 1525, ma voent trec'het gant [[Carlos Iañ Spagn]].
Prizoniet e voe, evel ar roue gall, hogen tec'hel a reas er bloaz-se en-eeun. Ken bras e voe brud an taol-kaer se ma c'hallas dimeziñ en 1527 da c'hoar [[Frañsez Iañ]], roue Bro-C'hall. Honnezh eo [[Marc'harid Navarra (1492-1549)|Marc'harid Angoulême]] (1492-1549), intañvez goude marv an dug [[Charlez IV, dug Alençon]], ha hi divugel bepred.
 
==E varv==
Linenn 33:
 
Ur verc'h o doe:
* [[Janed III Navarra|Janed Albret]], [[rouanez Navarra]], anavezet evel Janed III, dimezet da [[Anton Bourbon]] (1548-1562); o mab [[Herri IV (Bro-C'hall)|Herri IV]] an hini a voe [[Roue Bro-C'hall]].