Ippolito d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
-
D typo, replaced: a u → a u (17) using AWB
Linenn 3:
::''An hini zo gwisket en abid pontifikal hag a c'holo e benn sakr gant un tog mouk, eo Ippolito, kardinal meur Iliz Roma, liberal, magnanim, sublim; hennezh e komz-plaen, e gwerzennoù, a vo lidet en holl yezhoù. Plijet d'an Neñv just en defe e hoal bleunius ur [[Vergilius|Maron]] all evel [[Augustus]] en doe e hini.''
 
'''Ippolito d'Este''', ganet e [[Ferrara]] d'an [[20 a viz Meurzh]] 1479 ha marvet eno ivez d'an [[3 a viz Gwengolo]] 1520, a oa un [[arc'heskob]] ha [[kardinal]] italian e deroù ar XVIvet kantved e Ferrara, breur d'an dug [[Alfonso Iañ d'Este]] (1476-1534).
 
==E vuhez==
===Yaouankiz===
Mab e oa da [[Ercole Iañ d'Este]], dug Modena ha Ferrara, ha d'ar briñsez [[Eleonora di Napoli]]. Evel ma oa pevare bugel an dug e voe lakaet war ar studi da vont gant an Iliz, ha da c'hwec'h vloaz, e 1485, e voe roet dezhañ un [[abati]]. Gant skoazell e voereb [[Beatrice d'Aragona]], pried [[Mazheaz Korvin]], [[roue Hungaria]], e voe anvet da arc'heskob [[Esztergom]] e [[1487]], hag anvet da benn iliz [[Hungaria]].
Ne voe degemeret an anvidigezh-se gant ar pab [[Inosant VII]] avat nemet pa voe 18 vloaz. Da c'hortoz e chomas da studiañ 7 vloaz e lez [[Budapest]] .
 
Linenn 13:
Goude marv e eontr Mazheaz e reas kalz beajoù da Italia. E-kerzh hini 1493 e voe anvet da gardinal gant ar pab [[Alesant VI]]. Tri bloaz goude, pa oa o tec'hel rak ar vosenn a skoe Hungaria, ec'h erruas e Roma gant ur c'hoskor a 250 den. Anvet e voe da [[arc'heskob]] [[Milano]] e 1497 ha da gardinal e 1509. E Roma e oa o chom, hag ur vikel a veze oc'h ober war-dro e garg a arc'heskob e-keit-se. Hervez dihelloù tailhoù [[Curia Roma]] e 1500 e oa ar pempet pinvidikañ e [[Stadoù ar Pab]].
 
Keskiñ a reas e levezon e 1501 pa zimezas e vreur [[Alfonso Iañ d'Este|Alfonso]] gant merc'h ar pab [[Alesant VI]], [[Lucrezia Borgia]]. Neuze e voe anvet da arc'hveleg (''archipresbyter'') Iliz-veur Sant Pêr Roma. E Roma e chomas betek deroù 1503, ha goude ez eas war fallat e zarempredoù gant ar pab abalamour ma tisplije dezhañ kenañ itrikoù an dug [[Ercole]] gant ar C'hallaoued, enebourien ar pab spagnol.
 
Skoazellañ a reas e vreur [[Alfonso d'Este]], dug [[Ferrara]], ha gwareziñ ar barzh [[Ludovico Ariosto]].
 
 
Goude marv ar pab Alesant VI e voe anvet da eskob [[Ferrara]] gant [[Pius III]]. Rev avat a oa etrezañ hag ar pab a deuas goude, [[Julius II]]. E 1507 e kuitaas Curia Roma. Daoust da se e kanas ar pab meuleudi dezhañ abalamour d'e emzalc'h da vare irienn [[Bentivoglio]]. En 1509 e kasas un arme da adkmer douaroù [[Polesine]] a oa bet kollet gant an [[Estensi]] en o brezel a-enep [[Republik Venezia]] en 1484, ha trec'h e voe en [[emgann Polesella]]. D'ar 27 a viz Gouhere e voe galvet gant ar pab da Roma, met kavout a reas dezhañ e oa e vuhez e dañjer ha gwell e kavas tec'hel da Hungaria.
 
D'ar 16 a viz Mae 1511 e oa e-touez ar gardinaled a sinas ur galv d'ar pab da zont da gomz da [[Sened-Iliz Pisa]] an disivouderien. E vreur Alfonso koulkoude a deuas a-benn d'e lakaat da zilezel an disivoud, hag aotreet e voe gant ar pab da zistreiñ da Ferrara.
 
E 1513 e tistroas Ippolito da Hungaria met dilennet e oa bet ur pab nevez etre-keit-se, [[Leon X]], eus an [[Tiegezh Medici]], ha mont a reas en-dro d'e gêr c'henidik. D'an 22 a viz Ebrel e voe pardonet dezhañ ha d'e diegezh o oberoù tremenet, kaset a-enep ar pab.
<!--
E [[1496]], incalzato dalla [[peste]], tornò stabilmente in Italia, anche grazie allo scambio di [[diocesi|vescovato]] gant [[Eger (Hungaria)|Agria]] (che non prevedeva la residenza obbligatoria) autorizzato dal [[papa]]. A questo titolo ecclesiastico ungherese aggiunge a quello civico di ''[[Spano|főispán]]'' della contea ungherese di Heves.
Linenn 56:
E 1519 e lezas arc'heskopti Milano gant e niz [[Ippolito II d'Este]].
 
Gwareziñ a reas an arzourien, ha dreist-holl [[Ludovico Ariosto]] hag an tisavour [[Biagio Rossetti]].
 
==Bugale==
Linenn 62:
Digant e serc'h Dalida de' Puti en doe daou vugel bastard
*[[Ludovico d'Este]] (legittimato nel [[1551]] dal [[conte palatino]] Antonio Campeggi di [[Bologna]])
* [[Elisabetta d'Este]] a zimezas da [[Gilberto Pio]], aotrou kêr [[Sassuolo]]
 
==E varv==
Linenn 68:
 
 
E [[1607]], e voe lakaet e relegoù e-harz bez ar pab [[Urban III]], war un dro gant re ar c'hardinal [[Giovanni Salvati]], ha lakaet en ur jarl marmor.