Ar Bobl : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: typo, replaced: g A → g A (2) using AWB
Linenn 2:
'''Ar Bobl''' a oa ur gazetenn sizhuniek e [[brezhoneg]] hag e [[galleg]] a veze embannet e [[Karaez]] etre [[1904]] ha [[1914]].
 
Krouet e oa bet gant [[Frañsez Jaffrennou]] (Taldir) hag Alexandre Le Goaziou o doa savet un ti-moullañ, ''Moullerezh ar Bobl'', e Karaez, e miz Eost [[1904]]. Eus ur familh moullerien e oa Alexandre Le Goaziou ha Taldir-Jaffrennou, eñ, a oa troet gant ar gwir hag al lennegezh. D’ar 24 a viz Gwengolo 1904 e teuas an niverenn gentañ er-maez.
 
Peder fajenn a oa er gazetenn ha skrivet e veze ar pennadoù, hanter-hanter, e brezhoneg hag e galleg. Danvez a bep seurt a oa e-barzh : politikerezh, keleier, kanaouennoù, bruderezh… Dindan vloaz e oa 600 den koumanantet d’ar gazetenn, e 100 kumun disheñvel tro-dro da Garaez. Moullet e veze 4000 skouerenn eus ''Ar Bobl'' ingal ha da vare ar votadegoù e veze moullet betek 6000 skouerenn.