Irienn ar Re Pazzi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempennig
D typo, replaced: ] e → ] e (11) using AWB
Linenn 1:
[[File:Stemma dei Pazzi.png|thumb|Ardamezioù an Tiegezh Pazzi. ]]
[[File:Bertoldo di giovanni, medaglia della congiura dei pazzi, 1478.JPG|thumb|250px|[[Bertoldo di Giovanni]], medalenn da lidañ trec'h [[Lorenzo il Magnifico]] en irienn ar re Pazzi]]
 
'''Irienn ar Re Pazzi''' ( ''Congiura dei Pazzi'' en italianeg) zo un [[irienn]] steuet e [[Firenze]], en 1478, gant an Tiegezh Pazzi evit lazhañ an daou vreur [[Medici]], mibien arc'hantourien vras, a oa e penn ar geoded neuze, ha tennañ ar galloud digant an tiegezh Medici da-vat. Ur breur hepken a voe lazhet, [[Giuliano di Piero de' Medici]], gloazet e voe egile, [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]], met chom a reas e buhez, harzet e voe an drouglazherien, ha krouget lod anezho.
Linenn 8:
[[Image:Lorenzo de' Medici-ritratto.jpg|thumb|200px|right| ''Poltred [[Lorenzo de' Medici]]''.]]
 
E-kreiz buhez politikel Firenze edo an tiegezh Medici, ha meur a irienn en devoa bet da ziarbenn : [[Cosimo de' Medici]] a oa bet harluet daou vloaz dre abegoù politikel; e vab [[Piero il Gottoso]] en em dennas dre vurzhud eus un arsailhadenn aozet gant [[Luca Pitti]] p'edo war e hent da'r [[villa di Careggi]]; ar pab Medici [[Leon X]] a dlee bezañ lazhet gant e vedisin, dindan levezon un dornad [[kardinal]]ed enebourien, ha [[Cosimo Iañ de' Medici]] a vo darbet dezhañ dastum plomm en e lêr o tremen dirak ar [[Palazzo Pucci]]. <br />
Irienn ar Re Pazzi koulskoude eo an hini nemeti a deuas a-benn da lazhañ ur Medici, heuliadoù padus a voe, ha chom a reas an deiz-se en eñvor tud Firenze. <br />
 
Linenn 19:
Brud a oa war an anv, en 1099 edo Pazzino de Pazzi o vrezeliañ er Groaziadeg kentañ, hag eñ eo ar marc’heg kristen a gerzhas da gentañ en kêr Jeruzalem). Er XVvet kantved e oa unan eus koshañ ha pouezusañ tiegezhioù Firenze, arouez an urzh kozh ma veze an noblañsed o ren e republikoù Italia.
 
Ar re Medici avat a oa erruet e kêr nevez a oa, noblañsed ne oant ket, nevez e oa o finvidigezh hag o galloud, ha ren a raent Firenze. Bec’h a oa da c’hortoz. Koulskoude e oa dimezet [[Bianca de' Medici]], [[merc'h]] [[Piero]] ha [[c'hoar]] [[Giuliano de' Medici|Giuliano]] ha [[Lorenzo il Magnifico|Lorenzo]] da Guglielmo de Pazzi, met ne oa ket bet trawalc’h da lazhañ tan ar gasoni er c’halonoù.
 
Galloud ar re Medici a oa kresket diwar-goust frankizioù [[Republik Firenze]], a gave d’o enebourien, sede neuze ar re bPazzi o kemer penn un irienn da zistroadañ ar re vMedici, ha da gemer o lec’h e penn ar republik.
Linenn 34:
Salviati ha Francesco de' Pazzi a aozas ur steuenn da zrouklazhañ Lorenzo ha Giuliano de' Medici. Riario avat a chomas e Roma.
 
Anavezet e oa ar mennad : ar pab, a-hervez, en devije lavaret :''Mat eo din, keit ma ne vo lazhet den''. En 2004 e voe kavet ul lizher kuzhskrivet, e dihelloù an tiegezh [[Ubaldini]] gant an istorour [[Marcello Simonetta]], a gelenne neuze er [[Wesleyan University]] en [[Connecticut]], ha diguzhlennet. Anat e oa e oa bet [[Federico da Montefeltro]], Dug [[Urbino]], [[lenneg]] brudet ha [[condottiero]] a-du gant ar [[Pab]], o kemer perzh en irienn hag en devoa kaset un armead 600 soudard dirak Firenze, da c'hortoz an drouklazh.
 
Sist a zibabas e niz Girolamo Riario evel gouarnour nevez Imola, ha [[Francesco Salviati (arc'heskob)|Francesco Salviati]] evel arc'heskob [[Pisa]], ur gêr a geveze gant Firenze a-raok, hag a oa bremañ dindan galloud Firenze. Lorenzo a c'hourc'hemennas ouzh Pisa skarzhañ Salviati eus e garg.
Linenn 46:
 
======Sadorn 25 a viz Ebrel 1478======
Da gentañ e oa mennet tud an irienn da lazhañ [[Lorenzo de' Medici|Lorenzo]] ha [[Giuliano de' Medici|Giuliano]] en ur banvez aozet er [[Villa Medicea di Fiesole]] (e [[Fiesole]]) da [[Sadorn Fask]], en enor da [[Raffaele Riario]], nevez anvet da gardinal da 18 vloaz, dic'houzvez eus an irienn. [[Jacopo de' Pazzi]] en devoa degaset kontamm da lakaat er gwin roet d'evañ d'an daou vreur. <br />
Giuliano avat ne deuas ket d'ar banvez dre ma oa dihet.
 
Linenn 53:
 
======Sul 26 a viz Ebrel 1478 ======
En deiz war-lerc'h, Sul Fask, [[26 a viz Ebrel]], edo ar vreudeur hag an iriennerien en oferenn, nemet ar Montesecco, a nac'has ober trubarderezh en ul lec'h santel. Daou veleg a gemeras e lec'h: [[Stefano da Bagnone]] hag ar vikel abostolel [[Antonio Maffei da Volterra]]. Bepred e oa dihet Giuliano. [[Bernardo Bandini]] (ar c'hlezeour a ranke ober e stal da Giuliano) ha [[Francesco de' Pazzi]] a reas o soñj mont d'e arbenn. prenderlo personalmente. War an hent etre ar [[Palazzo Medici]] ha [[Santa Maria del Fiore]], e voe briataet Giuliano gant an iriennerien da c'houzout ha dougen a rae ur porpant-houarn dindan e zilhad, met ar Medici, abalamour ma en doa ur [[garad|c'harad]], a oa deuet er-maez hep ar gwisk-se, ha hep e "gentile", al lesanv a rae eus e [[kontell|gontell]]-chase, dre ma stoke ouzh e c'har gloazet. Pa errujont en iliz e oa krog an oferenn.
 
E-kreiz an [[oferenn-bred]], da vare ar [[Gorreoù]], pa oa daoulinet Giuliano ha Lorenzo evel an holl, e lammas warne [[Francesco de Pazzi]] hag e gompagnuned, ur beleg en o zouez : 19 taol kontell a voe roet da Giuliano, a gollas e wad hag a varvas. Lorenzo a voe gloazet, hag a gavas repu, gant e gamarad [[Angelo Poliziano]] ha daou floc'h, Andrea ha Lorenzo Cavalcanti, er sakristiri.
 
Giuliano a voe beziet e [[San Lorenzo (Firenze)|San Lorenzo]], a voe [[Sagrestia Nuova]] [[Michelangelo]].
Linenn 70:
<!--En [[2004]] e voe kavet ul lizher e dihelloù an tiegezh Ubaldini gant Marcello Simonetta, un istorour.-->
 
[[Jacobo de Pazzi]] a voe taolet dre ur prenestr ha peurlazhet gant an engroez, stlejet e gorf noazh dre gêr ha taolet er stêr [[Arno]]. An tiegezh Pazzi a voe tennet digantañ e vadoù en Firenze, ha distrujet kement merk eus e anv. An arc'heskob Salviati, a voe krouget, en desped d'e garg uhel, ouzh mogerioù ar [[Palazzo Vecchio]]. [[Bernardo Bandini Baroncelli]] a glaskas tec'hel da [[Konstantinopolis]], met ne deuas ket a-benn eus e daol, ma voe tapet ha krouget ivez ; un dresadenn eus e gorf e-skourr a voe graet gant al livour [[Leonardo da Vinci]].
 
==Lennegezh==