Sachsen-Altenburg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Kentañ marevezh 1603-1672: typo, replaced: t e → t e (5) using AWB
D →‎Kentañ marevezh 1603-1672: typo, replaced: g [ → g [ (5) using AWB
Linenn 5:
==Istor==
=== Kentañ marevezh 1603-1672 ===
E 1602 e varvas an dug [[Friedrich Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar]] ha pevar mab dezhañ, yaouankik c'hoazh: [[Johann Philipp von Sachsen-Altenburg]] (ganet en 1597), [[Friedrich von Sachsen-Altenburg]] (ganet en 1599), [[Johann Wilhelm von Sachsen-Altenburg]] (ganet en 1600) ha [[Friedrich Wilhelm II von Sachsen-Altenburg]] (ganet [[dalif]] en 1603). Breur an dug, [[Johann II von Sachsen-Weimar]] a voelakaet da ren e penn dugelezh [[Sachsen-Weimar]], hag evel digoll e voe roet un dugelezh nevez da vugale [[Friedrich Wilhelm Iañ von Sachsen-Weimar]], hini Sachsen-Altenburg.
 
En ur gevred e renas ar pevar breur e Sachsen-Altenburg, hogen da gentañ dindan rejantelezh an Dilennour [[Christian II von Sachsen]], ha goude hini e vreur [[Johann Georg Iañ von Sachsen]]. En 1618 e voe embannet e oa Johann Friedrich en oad da ren ha lakaet e voe an dugelezh etre e zaouarn. Pa varvas ne chome nemet ur breur dezhañ, Friedrich Wilhelm, ha hennezh a renas war e lerc'h.
 
E 1672 e varvas an trede dug, [[Friedrich Wilhelm III von Sachsen-Altenburg]], gant ar [[Brec'h (kleñved)|vrec'h]]. Mont a reas an dugelezh neuze gant an dug [[Ernst Iañ von Sachsen-Gotha]], eus Dugelezh [[Sachsen-Gotha]], a oa dimezet en 1636 da [[Elisabeth Sophia von Sachsen-Altenburg]], merc'h nemeti Johann-Friedrich.
Betek 1825 e chomas unanet Sachsen-Gotha ha Sachsen-Altenburg e-barzh Dugelezh [[Sachsen-Gotha-Altenburg]].