Marc'harid Aostria (1522-1586) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: b [ → b [ (7) using AWB
Linenn 4:
 
==He buhez==
Merc'h e oa da [[Johanna Maria van der Gheynst]], matezh e ti Charles de Lalaing, Aotrou Montigny. Savet e voe en tiegezh Douwrin, dindan evezh he gourvoereb, an arc'hdugez [[Marc'harid Aostria (1480-1530) | Marc'harid Aostria]] (1480-1530), hag he moereb [[Maria Hungaria (1505-1558)|Maria Aostria]], a voe gouarnerezed an Izelvroioù o-div, an eil war-lerc'h eben, adal 1507 betek 1530, hag adal 1530 betek 1555.
E 1527, pa oa pemp bloaz, e voe prometet da niz ar pab, [[Alessandro de' Medici]], Dug Firenze, evit kreñvaat levezon he zad en Italia. Krog e oa ar marc'hata adal 1526, hag e 1529, e voe sinet un emglev ofisiel etre a pab hag an impalaer.
E 1529 e voe anavezet gant he zad impalaer ha roet e voe dezhi an anv a Varc'harid Aostria. E 1533, e voe kaset da Italia. Meur a yezh a ouie, hogen buan e kavas gwelloc'h ober gant an italianeg.
Linenn 13:
== Eil eured :Parma ==
[[Image:MargarethevonParma01.jpg|thumb|left|upright=1| Marc'harid Parma, gant [[Antonio Moro]], [[1562]], Berlin.]]
Goulennet e voe dorn an intañvez yaouank gant ar pab [[Paol III]], en [[1538]], evit e vab-bihan [[Ottavio Farnese]], mab da [[Pier Luigi Farnese]], dug pennhêr [[Castro]]. Marc'harid avat, seitek vloaz dezhi, bet dugez [[Firenze]], he dije bet c'hoantaet un dimeziñ gwell eget an Ottavio naontek vloaz-se, ha ne oa netra nemet mab un dug disterig. Karantez outañ n'he devoa ket, goude ma ne baoueze ket ar pab da verniañ enorioù, kargoù, ha madoù war divskoaz e vab-bihan. Plegañ avat a rankas-hi ober, met gwisket en du eo ez eas d'en em ginnig da Roma, evit diskouez hec'h enebiezh en un doare splann.
 
D'ar [[4 a viz Du]] e voe graet an eured er [[Chapel Sistina]] dirak ar pab. Paol III a boanias da lakaat reiñ dezhi madoù he c'hentañ pried e Roma, a felle d'an Tiegezh Medici mirout. Ne voe ket evurus buhez an daou bried. Ne oa ket Ottavio un den tener, na paotr a gompren. Ha Marc'harid a glaske chom hep seveniñ hec'h eured ha ne oa ket troet gant ar baotred, pezh a lakae an teodoù da vont en-dro. Gwelloc'h e kave lez Medici Firenze.
 
Hervez ar c'heleier kaset da Garl V e seblante ar pab hag he zad-kaer frealziñ anezhi e-keit ma veze Ottavio o c'hoari an diaoul hag e bevar evel ne zeree ket ouzh mab-bihan ur pab.
 
En [[1545]] e c'hoarvezas daou dra a bouez: krouet e voe dugelezh Parma evit Pier Luigi Farnese, ha da-heul e voe laosket dugelezh Castro gant Ottavio, ha genel daou c'hevell a reas Marc'harid. Dugez Castro e voe e-pad daou vloaz, betek [[1547]], pa varvas Pier Luigi, ha setu Ottavio deuet da vout [[dug Parma]].
 
D'ar [[27 a viz Eost]] 1545 e c'hanas Marc'harid Aostria he daou vab, Carlo hag [[Alessandro Farnese (1545-1592)|Alessandro]]. Badezete voent e ''Sant'Eustachio'', dirak naontek kardinal ha paeroned illur,an Impalaer Karl V ha rouanez Bro-C'hall. <!--
 
Linenn 35:
==Dimezioù ha bugale==
Dimezet e voe div wech:
# e 1536 da [[Alessandro de' Medici (dug Firenze) |Alessandro de' Medici]] lesanvet ''Il Moro'' (war-dro 1510-1537), [[dug-meur Toskana]], divugel ;
# e 1538 : da [[Ottavio Farnese]] (1524-1586), [[dug Parma]], daou vab dezho.
#* Carlo Farnese (1545)
#* [[Alessandro Farnese]] (1545-1592), [[Dug Parma]]; dimezet da [[Maria Portugal, Dugez Parma ha Piacenza| Maria Portugal]], ha bugale dezho.