Annam : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: typo, replaced: . M → . M using AWB
D typo, replaced: ] h → ] h (2) using AWB
Linenn 11:
Goude ergerzhadeg an [[Tonkin]] Frañs hag he doa aloubet Kochinsina dija a astennas he beli war peurrest tiriad Viêt Nam. Feur-emglevioù [[Hue]] e [[1883]] ha [[1884]] a reas eus an Annam hag an Tonkin div vro-warezet disheñvel. Ne voe ket ken "Annam" anv Viêt Nam en e bezh met hini kreiz ar vro anvet e vietnameg ''Trung Ky'' (« Bro ar c'hreiz »), ou ''Trung Bo'' (« rannvro ar c'hreiz »). Mont a reas an [[Tonkin]] war du un doare merañ war eeun gant Frañs pa voe an Annam dindan ur renadur ameeun daoust ma ne oa gant an Impalaer tost galloud ebet.
 
Rouantelezhioù [[Kambodja]] ha [[Laos]] ha teir rannvro ar Viêt Nam a rae Indez-Sina c'hall.
 
Kambodja ha Laos a oa suj da Viêt Nam pa erruas ar C'hallaoued da vare impalaeriezh Napoleon III.
Linenn 21:
===Levrlennadur===
* [[Pierre Loti]], ''Trois journées de guerre en Annam''. Éditions du Sonneur : 104 p. {{ISBN|2-916136-04-5}}. Lestrañ a reas Pierre Loti e miz Mae [[1883]] war an ''L’Atalante'' evit kemer perzh en ergerzhadeg an Tonkin. Deskrivañ a ra a eur da eur kemeridigezh Hué e ''Trois journées de guerre en Annam'', embannet er [[Figaro]]''.
* Nguyen Ai Quoc, a zeuas da vezañ rar Prezidant [[Hô Chi Minh]], ''Appel à la Société des Nations pour le droit du peuple annamite à disposer de lui-même'', Pariz, 1926.
*''Cahier des vœux annamites présenté à Monsieur le gouverneur général Alexandre Varenne'', [[Saïgon]], 1926.
* Dumarest A., ''La Formation des classes sociales en pays d'Annam'', Lyon, 1935.