Lambert Lombard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 9 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q983189
D typo, replaced: a [ → a [ (6) using AWB
Linenn 3:
'''Lambert Lombard''' ([[Liège]] [[1505]] pe [[1506]] - [[1566]]) a oa un arzour eus an [[Azginivelezh]]. Livour, savour, arkeologour, dastumer, engraver, moneizoniour, den desket, istorour an arzoù ha mestr un akademiezh vrudet e voe.
 
E [[Priñselezh Liège]], a oa ur briñselezh dizalc'h, e oa o chom. Meur a veaj a reas da [[Alamagn]], da [[Bro-C'hall|Vro-C'hall]] ha da [[Middelburg|Viddelburg]].
En [[1537]] e voe kaset da [[Roma]] gant [[Erard de La Marck]], priñs-eskob [[Liège]], da brenañ oberennoù arzel ha da beurechuiñ e zeskadurezh. Eno e tizoloas arz ha mistri an [[Azginivelezh]]. Pa zistroas d'e vro e tiazezas akademiezh arzoù kentañ Norzheuropa.
 
Kemer a reas perzh e chanterioù adsevel kêr Liège, hag a-drugarez dezhañ e voe degaset savouriezh an Azginivelezh klasel da briñselezh Liège.
 
E boltred a gaver e-barzh ''Poltredoù livourien vrudetañ an Izelvroioù'' gant [[Dominicus Lampsonius]].
A-benn e enoriñ eo bet roet e anv da skol-uhel savouriezh etrekumunioù Liège.
 
 
Linenn 20:
* Dor-borzh iliz Sant-Jakez e [[Liège]] (1558)
* Ouzhpenn 1000 tresadenn
* gwer livet iliz-veur Saint-Lambert e [[Liège]]
 
==Liammoù diavaez==