Peter Parler : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 18 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q61332
D →‎top: typo, replaced: s [ → s [ (10) using AWB
Linenn 3:
'''Peter Parler''' ([[tchekeg]] :Petr Parléř), ([[1330]] pe [[1333]] e [[Schwäbisch Gmünd]] - [[13 a viz Gouere]] [[1399]] e [[Praha]]) a oa un tisavour [[Alamagn|alaman]], chomet eo brudet peogwir e reas war-dro [[Pont Charlez]] hag iliz-veur Sant Vita (tchekeg : ''Katedrála svatého Víta'') e [[Praha]], m' edo o chom azalek war-dro [[1356]].
 
E dad anvet [[Heinrich Parler]] (diwar ''parlerius'', an hini a gomz hag an hini e penn ar vañsonerien) a oa mestr savour. Kuitaat a reas [[Schwäbisch Gmünd]] hag ez eas da [[Köln|Göln]], ma voe e penn chanter adsevel iliz ar Groaz santel. Meur a zen eus familh Parler a labouyras war dachenn ar savouriezh en [[Europa]].
 
Peter Parler a voe lakaet da bennvañsoner iliz-veur Sant Vita e [[1352]], goude marv an trisavour kent, [[Matthias Arras]] e anv. Ouzhpenn ober war-dro an iliz-veur e voe e penn chanter aozañ kêr nevez Praha (tchekeg : ''Nové Město'') hag e reas war-dro [[pont Charlez]] hag an tourioù a zo e penn ar pont. Parler a savas ivez Chapel an Hollsent e palez ar roue e [[kastell Praha]]. Goude tangwall [[1541]] e voe adkempennet en doare barok.
 
Soñjal a reer ivez e voe tisavour iliz Itron Varia (''Frauenkirche'') [[Nürnberg]] a voe savet war blasenn marc'had Nürnberg da gemer plas ar sinagogenn a voe devet goude pogrom [[1349]]. Etre [[1360]] ha [[1378]] e savas Parler chantele iliz sant Bartolome e [[Kolín]]. Mervel a reas e [[Praha]] e [[1399]], ha douaret e voe e iliz-veur Vitus. E vibien, [[Wenzel Parler|Wenzel]] a [[Johann Parler|Johann]] a gendalc'has gant e labour.
 
E [[1988]] e voe dizoloet un asteroidenn gant [[Antonín Mrkos]], hag anvet e voe asteroidenn [[6550 Parléř]] da enoriñ Peter Parler.
 
<gallery>
Linenn 15:
Image:Prag.goldene_Pforte.wmt.jpg| bolz gant Peter Parler en iliz-veur Sant Vita
Image:Praha 2005-09-20 karlův most-00.jpg|Pont Charlez
Image:BadWilsnackWunderblutkircheWoepelitz.jpg|An eskob Johann Wöpelitz, delwenn e Wunderblutkirche e Bad Wilsnack
</gallery>