Las Trece Rosas : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: d L → d L (5) using AWB
 
Linenn 1:
[[Image:Las Trece Rosas.jpeg|thumb|350px|Monumant d'an '''Trece Rosas''', e bered La Almudena e Madrid.]]
'''Las Trece Rosas''' eo an anv a gemeras ur strollad 13 plac'h yaouank, darn anezho izili eus ar [[JSU]] (''Juventudes Socialistas Unificadas''), seizh anezho minorezed (pa ne oant ket 21 bloaz), hag a voe fuzuilhet gant an arme [[Spagn|spagnol]] e deroù an [[diktatouriezh]] e [[Madrid]], d'ar [[5 a viz Eost]] [[1939]], un tamm goude dibenn [[Brezel-diabarzh Bro-Spagn]].
 
== Istor ==
Linenn 14:
'''Carmen Barrero Aguero''', 20 vloaz, togerez. Labourat a rae abaoe he 12 vloaz, goude marv he zad, da vevañ 8 bugel an tiegezh, 4 anezho yaouankoc'h egeti. Emsaverez er PCE, e penn aferioù ar merc'hed er strollad en Madrid. Dastumet e voe d'ar [[16 a viz Mae]] [[1939]].
 
'''Martina Barroso García''', 24 bloaz, togerez. Pa echuas ar brezel e krogas da gemer perzh e JSU [[Chamartín]].
 
'''Blanca Brisac Vázquez''', 29 bloaz, pianoourez. Ar goshañ ag an trizek, ur bugel dezhi. Ne oa ket stourmerez, katoligez eus an tu dehoù e oa. Dastumet e voe dre ma taremprede ur soner ezel eus ar PCE. Ul lizher a skrivas d'he mab da veure ar 5 a viz Eost 1939, a voe roet dezhañ 16 vloaz goude gant an tiegezh, a oa eus an tu dehoù. Miret eo bet al lizher.
 
'''Pilar Bueno Ibáñez''', 27 vloaz, togerez. E deroù ar brezel ec'h emezelas er PCE ha labourat a reas evit mann en tier-kevell ma veze degemeret emzivaded ha bugale ar soudarded ac'h ae d'an talbenn-brezel.
 
'''Julia Conesa Conesa''', 19 vloaz, togerez. Ganet en [[Oviedo]]. Bevañ a rae e Madrid gant he mamm hag he div c'hoar.