Luchino Visconti (aotrou Milano) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
D typo, replaced: a [ → a [ (4) using AWB
Linenn 9:
En 1302 e oa bet torret e dad eus e garg gant an Impalaer, ha den ebet ne oa bet anvet en e lec'h. En 1317 koulskoude e voe galvet en-dro Matteo gant an impalaer, ha pa varvas e 1322 e voe kemeret e lec'h gant e vab [[Galeazzo Iañ Visconti]] (1277 † 1328). Galeazzo a zimezas neuze da [[Beatrice d'Este]] († 1334), merc'h da [[Obizzo II d'Este]], hag ur mab o doe, [[Azzone Visconti]] (1302 † 1339), a voe aotrou war-lerc'h e dad (1327-1339).
 
Luchino, e-keit-se, a oa [[condottiero]] gant e eil breur, Marco. En 1315, da 23 bloaz, e voe anvet da aotrou [[Pavia]] . Perzh a gemeras en [[emgann Montecatini]], ma voe gloazet.
 
 
En [[1316]] e timezas da Violante (''Yolande''), merc'h da Tomasso Iañ (1244-96), markiz [[Saluzzo]], met mervel a reas e wreg a-benn bloaz.<br />
 
Addimeziñ a reas en [[1318]] da Caterina Spinola, merc'h da Oberto [[Spinola]], eus kêr Genoa ; bugel ebet n'o doe ivez ha mervel a reas-hi e 1319.
 
E 1320 e oa ''podestà'' Vigevano, ma savas ar c'hastell a weler eno bepred. E 1323 e voe tamallet gant ar pab da vout disivouder, evel an holl en e diegezh. Didamallet e voe diwezhatoc'h, pa voe anvet da vikel ar pab e 1341.
 
== Aotrou Milano ==
Linenn 42:
==E varv==
 
E miz Genver 1349 e klevas pegement e veze doganet gant e bried Isabella, ma embannas e vije spontus he c'hastiz. Un toullad deizioù goude e voe kavet marv, diwar gontamm. Lesanvet e voe an intañvez ''Isabella del veleno'' ("Isabella ar c'hontamm ").
 
Kemeret e voe ar galloud gant e nized, a gasas kuitan intañvez hag he mab war zigarez e vije bet bastard bugel an intañvez doganerez.