Antonio de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D typo, replaced: a [ → a [ (5) using AWB
Linenn 1:
[[Image:Portrait of Antonio de Medici.png|thumb|''Princeps Antonius Medices Francisci Magni Ducis Etruriæ Filius'']]
'''Antonio de' Medici''' (Firenze, 29 Eost 1576 – Firenze, 2 Mae 1621) zo un den eus an tiegezh [[Medici]], a vije bet mab da [[Francesco Iañ de' Medici]], [[Dug-meur Toskana]], ha d'e [[serc'h]] [[Bianca Cappello]].
 
== E vuhez ==
Linenn 11:
N'eo ket souezh eta ne vije ket bet degemeret war an ton bras mab an daou bried nevez, Antonio e anv, mab bev nemetañ Francesco, a c'halle bezañ pennhêr ofisiel an dug-meur, ha ne blije ket kaer d'e eontr kardinal, [[Ferdinando Iañ de' Medici|Ferdinando de Medici]].
 
Dibun a voe kavet d'ar gudenn e [[1587]] gant marv an daou bried er [[Villa medicea di Poggio a Caiano| Villa di Poggio a Caiano]]. Marteze e oant bet kontammet gant an eontr, a voe anvet neuze da zug war-lerc'h e vreur Francesco, hag anavezet evel [[Ferdinando Iañ de' Medici|Ferdinando Iañ]].
 
E gwirionez n'eo ket gwall sklaer lignez Antonio, ganet e-kreiz itrikoù ar palez. Hervez darn ne oa nemet ur mab d'ur vatezh da Vianca ha d'un den dianav, hag advabet gant Francesco ha Bianca, ha mat pell zo: ne vije ket souezh he dije graet Bianca Cappello van da vezañ dougerez, pa n'en devoa an dug-meur Francesco pennhêr ebet c'hoazh digant e bried hervez lezenn, hag e c'halle kavout abeg da gas Janed kuit ha d'he c'hemer da bried ma c'halle Bianca kaout ur mab a-raok Giovanna. War-lerc'h un toullad merc'hed, c'hwec'h e gwirionez (darn marvet en-bugale) en devoa bet Francesco e vab kentañ gant Antonio, ha tu marteze dezhañ d'e zivastardaat pa vije ezhomm da gaout ur pennhêr. Janed n'he devoe mab nemet bloaz goude, [[Filippo de' Medici|Filippo]], nemet mervel a reas ar paotrig da dri bloaz (marteze e voe sikouret da vervel), war-lerc'h marv e vamm e [[1578]].
 
== Bugale ==